« Prederiañ ’ra gant marzh ar barzhO kantren diharz ’hed ar c’harzhSammet estlammus e speredGant an esmae hag an...
Lanv ha tre. Llanw ha thrai. Chal ha dichal. Ar stumm diwezhañ-se hag a glever en tu Gwened a oa bet distaget gant unan o komz da geñver disoc’hoù ur votadeg bennak, pell zo, meur a zek vloaz zo, urvotadeg ma oa bet pilet naet e strollad politikel ha n’haller ket lâret e oa (hag ec’h eo herie c’hoazh !) ur strollad araokour. Penaos e vez lâret « eufemism » e brezhoneg ? Fez, gant e anv heritet diwar hini ehendadoù e soñje dezhañ e oa eñ ar « penn-araog », pan ne oa nemet ur astez «...