« Ned eo ket mat e vije ar barzh re blapenn, a gav din. Barzhed vras zoken : degemeret kelenn digante. E tavedegezh...
Lennegezh an dieubidigezh. Galloud al lennegezh. Moarvat, met n’eo ket eus n’eus forzh petore lennegezh zo anv, unan savet war an traezh risklus laosket ganimp gant ur bed a gemenn bezañ divrall hag a blij kement malañ ha malañ, malañ munut ar pezh zo e-maez an dereadegezh. An dereadegezh ! Petore termeniñ reiñ d’ar ger-se avat ? O dereadegezh n’eo ket hon dereadegezh. Un dereadegezh da reiñ naon du da dud yaouank da ezteurel o dieubidigezh.