« Ar Roc’h Toull a zo dudius, fentus ha leun-chouk a faltazi penn-da-benn ; ar pezh a zo dibaot a-walc’h en ur romant...
Kregiñ a ra ar mizioù du gant an dibunadegoù dirak bezioù tud ar familh, dirak bezioù tud tost dimp, dirak bezioù mignoned pe mignonezed. En taol-mañ ne roin nemet ur barzhoneg skrivet pell zo, en-tro 1900 pe se, gant ur beleg, Yann-Vari Gwazdoue, bet ganet en Rospezh en 1871 ha marvet en Plistin en 1938.From, trivliadennoù un den dirak ur bez, hag an den-se a c’hall bezañ n’eus forzh piv ac’hanomp gant e c’hlac’har, e hiraezh, e garantez pe e garantezioù, e bedennoù kristen pe e-maez kement...