« Ar Roc’h Toull a zo dudius, fentus ha leun-chouk a faltazi penn-da-benn ; ar pezh a zo dibaot a-walc’h en ur romant...
En dez all e oan o klask lakaat urzh en un toullad levrioù, kazetennoù ha paperoù peñseet en stumm ur berniad brall-divrall en penn all ma levraoueg, salokras. Ha lakaat urzh n’eo ket klenkañ, ha klenkañ n’eo ket renkañ. Sebezh o kavout ul levr bennak na oan ket o c’hortoz gwelet anezhañ. Ma, hennezh zo ganin ? Ankouaat a reer. Ha chom da dreiñ anezhañ, biz ouzh teod d’e c’hlebiañ hag ar memes biz ouzh korn ar pajennoù dianav d’o dreiñ aezet. Pajennadoù o kinnig sebedennoù pinvik.