Imramiñ gant Gwalarniz. Da heul an imramer meur a oa eus Maodez Glanndour. Taranadenn krouidigezh Gwalarn he devoa...
Pennadoù nevez
-
Kronikenn 74: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (9)
-
Kronikenn 73: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (8)13/06/2025
Ekosistem hon lennegezh. Ekosistem, ur ger a-bouez. Drezañ e welomp penaos hon lennegezh zo harpet, savet war un...
-
Kronikenn 72: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (7)02/06/2025
Lennegezh an dieubidigezh. Galloud al lennegezh. Moarvat, met n’eo ket eus n’eus forzh petore lennegezh zo anv, unan...
-
Kronikenn 71: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6)26/05/2025
A-wezhioù. Ya, a-wezhioù e oar tonkadoù zo gwidilañ ha kroaziañ dibaouez kement ha reiñ pennadoù meritet mat da...
-
Kronikenn 70: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (5)16/05/2025
Porzh. Kaeoù. Dokoù. Hunvre. Beajiñ. Gwirvoud. Memor. Hiraezh.Sed aze un aridennad gerioù da skeudennaouiñ toull ar...
-
Kronikenn 69: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (4)09/05/2025
E koun DiviUr bliziennoù bennak, en kreiz un devezh gouañv dindan pouez koumoul teñval Treger Vras, e oamp bet, me...
-
Kronikenn 68: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)06/05/2025
1925. Ur bloavezh a voe en kreiz stokadenn veur ar vemor, hini ar bed kozh ouzh ar bed nevez a-boan diwanet, hini ar...
-
Kronikenn 67: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (2)29/04/2025
« Ul labour n’eus ennañ, moarvat, nemet un nebeud pezhioù dibabet a-douez kalz. Setu labour Bleimor, a skrive hep...
-
Kronikenn 66: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)29/04/2025
Evit an dezioù zo anv eus Gwalarn, savet ur c’hant vloaz bennaket zo. Meur a hini zo bet o voulc’hañ gant an...
-
Kronikenn 65: EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)22/04/2025
Lennegezh. Ar c’hallegerien a ra gant « Littérature », diwar ar ger en deus roet « lizherenn » en brezhoneg, ha se,...
Rummadoù ar blog
Klask e-barzh ar blog

Gwalarn, un emsav lennegel
Perak ?
« Kempennet e oa bet ar yezh unvan gant F. Vallee, Meven Mordiern hag E. Ernault. Gwalarn a voe ar gelaouenn gentañ oc’h ober a-zevri gant ar yezh unvan-se hag ouzh he lakaat da drec’hiñ. Hep Gwalarn e vije chomet aner labour tadoù ar yezh lennegel arnevez. Ober a reas muioc’h c’hoazh : dre dostaat kammed-ha-kammed ar yezh unvan ouzh ar
gwenedeg ar rannyezh chomet er-maez eus “Emgleo ar skrivagnerion”, e kasas ar brezhoneg d’e beurunvanidigezh. E kavell Gwalarn enta ez eus bet ganet ur yezh stad. »
Petra ’oa spered Gwalarn ?
« Krouiñ ul lennegezh e brezhoneg par d’al lennegezhioù all er bed a felle da re Walarn ober.
Gant ar strolladig bodet gant Roparz Hemon (Youenn Drezen, Abeozen, Frañsez Vallée, Kerverzioù, Yann-Eozen Jarl…) e teuas ar brezhoneg da vezañ benveg al linkañ mennozhioù hag ar c’hizidikañ trivliadoù.
Tu a oa a-benn ar fin da sevel oberennoù par d’ar re a vleunie er yezhoù all a sevenadurezh.
Skridoù kenedus a oa bet savet a-ziagent e brezhoneg moarvat, hogen kondaonet e oa bet ar skrivagnerien gant skorted ha diasurded o yezh d’ar berranal spered : bac’het e vanent en talvoudoù lec’hel.
Krouerez al lennegezh vroadel vrezhon arnevez e voe Gwalarn. »
Digor war ar bed ?
« Me ’garfe gwelout Breizh o vont war hentoù ar bed, goustad, war droad evel ur pirc’hirin », a skrive Roparz Hemon. Ha gant Gwalarn e voe degaset da Vreizhiz teñzor al lennegezhioù estren, broudet an emskiantidi da zeskiñ
yezhoù, desket dezho benveg an divizoù bedel, an esperanteg, ha displeget he dlead, n’eo ket e-keñver Bro-C’hall, met e-keñver ar C’hornôg, heg e-keñver Europa, e-keñver ar bed a-bezh… : mare an etrevroadelezh eo bet mare
Gwalarn… »
Ha bremañ ?
E-giz ma c’hoarvez alies gant pep luskad lennegel pe arzel a bouez en deus bet Gwalarn diskibien hag o deus adkroget gant an erv goude marv ar gelaouenn Gwalarn gant an niverenn 165 ha reuz-bras fin ar brezel. Tir na N-óg, Kened, Al Liamm, daoust d’an diaesterioù a voe krouet gant tud yaouank strewet e pep korn eus Breizh hag e Pariz diouzhtu goude an eil brezel bed.
Buan-tre e voe komprenet ganto e oa dav dezho en em glevout hag un titl nemetken a voe dalc’het : Al Liamm. Kenderc’hel a ra ar gelaouenn e hent hiziv-an-deiz bepred oc’h implijout ar skritur beurunvan hag oc’h embann
skridoù ha levrioù a lennegezh. Kelaouennoù all pe tiez embann nevesoc’h a zo ivez o klask mont war roudoù Gwalarn evel Aber da skouer, Al Lanv gant e gelaouenn hag e levrioù, An Alarc’h, Mouladurioù Hor Yezh, Skrid…
Spered Gwalarn a gendalc’h eta da virviñ, 100 vloaz goude krouidigezh ar gelaouenn-blein gant Roparz Hemon e 1925.
Pennadoù eus ar memes seurt
-
Kronikenn 1: KAZH HA KAZH ZO !
04/11/2024Kroget e vo ar rummad kronikennoù-mañ gant un tamm son bet dastumet e 1889 en Trevoù digant Paolig ar C’halvez....Lenn hiroc'h -
Kronikenn 2: GWRAC’HED HA GWRAC’HED ZO !
04/11/2024Pa vez anv eus gwrac’hed e teu meur a dra da spered an dud. Ar besketourien a soñjo diouzhtu en ur pesk. Ar begoù...Lenn hiroc'h -
Kronikenn 3: AR MORU
05/11/2024Ma zo ur pesk en devo merket sevenadur ar vro eo ar moru sec’h ha sall. Memor ar vro zo leun a veajoù hir ha kalet ar...Lenn hiroc'h -
Kronikenn 4: KÊR-IZ EN TREGER (1)
05/11/2024Ma zo ur vojenn – pe ur mit (gwengel e brezhoneg chik) eme lod – eo hini Kêr-Iz. Bezañ eo mojenn vrudet ar c’hêrioù...Lenn hiroc'h -
Kronikenn 5: KÊR-IZ EN TREGER (2)
05/11/2024N’haller ket komz eus Kêr-Iz hep komz eus tudennoù brudet mat, unan bennak anezhe anavezet mat en Trevoù evel a welfomp.Lenn hiroc'h
Leave a comment