Ar Vretoned a oar pegen kaer eo ar mor : kazeg c’hlas o barzhoniezh, awen o danevelloù kaerañ. Arvoriz ivez a oar...
Ar Vretoned a oar pegen kaer eo ar mor : kazeg c’hlas o barzhoniezh, awen o danevelloù kaerañ. Arvoriz ivez a oar pegen pouezus eo an navet pe ar seizhvet tonn, pan ranker tizhout an oad gour. Ar mor, ur bed. Hag a c’hall, siwazh, digeriñ war ar bed all. Ar mor n’eo ket ur gorread dour plaen nemetken : ar redoù-mor, an avel diroll, ar glav, an tempest dizehan a oar lakaat ar melezour glaswer-se da cheñch ha da gemer stumm.