log. Re alies skrivet lok, met en gaou evel ma vo gwelet. Ar ger zo bet kemeret digant al latin locus « lec’h », gant...
plou, ploue, lann, tre(v) ha log. Prolegomenoù.Gant an termenoù-se e reer tro hon bro, ha dreist-holl tro struktur kozh hon bro. An termenoù-se zo merkerioù anadurezh hon bro evel sistem klok, eus Naoned betek Brest. Termenoù all ac’h a da glokaat an daolenn, evel just. Termenoù a welfomp pelloc’h, evel bod, kêr, minic’hi, releg, etc. Lod termenoù stag ouzh ur struktur dindan ar relijion, lod all ouzh ur struktur dindan ur struktur lik.