« Gant estlamm hon eus lennet warlene Gurvan, pezh-c’hoari Tangi Malmanche. An den-se, divrud, hogos ankounac’haet...
Un nebeud bloavezhioù zo e oa kouezhet ma daoulagad war pennadoù brezhoneg en ur gelaouenn ma oa dic’hortoz kavout an disterañ ger brezhoneg enni ! Ur gelaouenn c’halleg, avat : La Défense Laïque, a veze embannet gant Comité de Défense du Finistère, er bloavezhioù 1920-1930 pe se. Gant un titl evel-se, ne c’halle ket ar pennadoù brezhoneg-se bezañ tener-tener e-keñver ar veleien, forzh piv e vefent. Ha n’int ket tener ! Kalet memes !