Lann en hon anvioù lec’hioù zo niverus. Ha liesseurt o rummadoù. En tu-hont d’al lann « lec’h sakr » pe se, eo ivez...
Lann en hon anvioù lec’hioù zo niverus. Ha liesseurt o rummadoù. En tu-hont d’al lann « lec’h sakr » pe se, eo ivez anv ur plant, ur plant a blij kalz da Di an Douristed, en pep lec’h, lakaat war wel. Ar glazhag ar melen flimin zo evel arouez hon maezioù, peadra, ivez, da aweniñ barzhed zo… Met ’m eus aon e vez ankouaaet zo livioù all ken pouezus all en ardremez hon maezioù. Met ne vern, al lann-se zoen personelezh hon bro, betek servij da voued d’hon c’hezeg, gwezhall.