Pennadoù nevez

  • Kronikenn 106: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (41)
    Kronikenn 106: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (41)

    Er penn-kentañ e oa tud yaouank, deuet er bed gant o c’hantved, peurliesañ pe seik. Tud yaouank aet da dud gour buan ha d’ar red diouzhtu goude reuz al lazhadeg vras, ha n’eo ket al lazhadeg veur. An heugajiri ne blij ket dezhañ an oksimoriñ…

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 105: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (40)
    Kronikenn 105: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (40)

    « Gant estlamm hon eus lennet warlene Gurvan, pezh-c’hoari Tangi Malmanche. An den-se, divrud, hogos ankounac’haet adal un ugent vloaz bennak, ma embannas Marvailh an Ene Naoniek ha ma klaskas sevel, gant un nebeud re all, Spered ar Vro, ur gelaouenn-gelc’h dellezek a Vreizh, en deus tennet trumm Gurvan a-douez paperoù kozh. Ha ken mat ez anavez diegi ha digasted e genvroiz ma n’en deus moullet nemet hanter-kant a skouerennoù. N’int ket bet prenet holl c’hoazh, war a glevan.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 104: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (39)
    Kronikenn 104: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (39)

    « Kizidik-mat lizherennoù hol lizherenneg ha se zo kaoz ez eont d'ober gerioù, kuit da chom o-unan-kaer.Ha taget ar gerioù gant an hevelep kleñved ken ma klaskont sevel frazennoù par ma c'hallont.Hag ar frazennoù da rannbennadoù hag ar re-mañ da destennoù, a-raok bezañ degemeret evel kronikennoù. » a skrive din, nevez zo, ur mignon mat eus Priel, awenet kaer.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 103: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (38)
    Kronikenn 103: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (38)

    Roparz Hemon, hon Roparz, a lake kemm etre gwerzaouriezh ha barzhoniezh : « Kuzhet en deus ouzhimp petra oa gwir varzhoniezh, ha diheñchet hor barzhed. Barzhed, gwir varzhed hon eus bet er c’hantved diwezhañ. Nebeut avat a wir varzhoniezh. Gwerzenn amañ, gwerzenn ahont, netra ken. Tonket e oa dimp chom dall, a gredan, panevet ur barzh a zo deuet, en diwezh, da zigeriñ hon daoulagad.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 102 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (37)
    Kronikenn 102 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (37)

    Hon Meven (1878-1949), lenner aketus abaoe e oad bugel, betek fin e vuhez. Al lenn : ne oa ket anv eus Buhez ar Sent, pe eus Feiz ha Breiz, pe traoù all ken relijiel ha ken kentelius all. Nann, lenn da zizoloiñ ar bed, da vountañ war dorojoù ar gouzoud. Ober e vad eus levraouegoù ti e dud, emezañ. Mont en tu-hont, ha lark, d’ar pezh a ro ar c’helenn er skolioù. A-walc’h lenn e notennoù tremen puilh d’e skridoù evit kemer bam ouzh al levrioù bet darempredet tost gantañ.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 101 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)
    Kronikenn 101 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)

    Abaoe 1925 e vez mor al lennegezh broudet gant tonnoù nerzhus ha youlek Gwalarn o tarlipat hardizh aodoù, aberoù, inizi hon awen, hon spered. Ul lanv en lusk tellurek an hoaladoù o liammañ deroù hon istor lennegel ouzh hon dazont hag ouzh lennegezhioù all ar bed. Dazont al lennegezh vrezhoneg. Dazont hon buhez vrezhoneg. Eon ar varzhoniezh, spoum an danevelliñ berr pe hir a lak ar gazeg c’hlas da gemer liv hon geriennoù, liv son ha trouz hon yezh. Anao dibar. Ul lennegezh kaset ha degaset...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 100: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (35)
    Kronikenn 100: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (35)

    Ar barzh en enkrezioù bras. Ar barzh o tanevelliñ ar stourm zo en e zonig-don, en e intim. Glaou ruz an trivliadoù o veskañ gant reoù ar c’hrouiñ, renet gant an awen oc’h enebiñ ouzh an dic’hoanag. Ur varzhoniezh da bareañ ? Ur varzhoniezh da sioulaat trivliadoù re greñv ? Ur varzhoniezh da ginnig un emgannlec’h etre c’hoant ha dic’hoant ? Ur varzhoniezh, mamm ar soñjezennoù sanket mat en donig-don ar skrivagner ? Ur varzhoniezh, keniterv al lavar, arm lemm al lennegezh ? Kement-se holl,...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 99: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34)
    Kronikenn 99: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34)

    Kinniget d’am c’heneil kozh Herve Beg Lenn hag adlenn oberennoù Gwalarn. An traoù kozh ne blijont ket d’ar re yaouank, eme urc’hrennlavar bennaket, ha koulskoude o defe peadra da walc’hañ o naon. Da walc’hañ o c’hounnarivez. Da walc’hañ o deskadurezh brezhoneg. Burzhud al lennegezh eo e c’haller lenn e-maez anamzer. An amzer n’eo ket enebour al lennegezh, e geveil eo. N’eus ket eus ar geriennoù dispredet,diamzeret gant hon lennegezh, an hini a garomp, an hini a ra vad dimp.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 98: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (33)
    Kronikenn 98: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (33)

    1926 : emgav daou brederour, daou emsaver disklêriet ar c’hoariva brezhoneg. Tangi ha Roparz hep na vefe bet an disterañ darempred kenentreze c’hoazh, a gav din bepred, nemet dre baper lizher e vefe. Daou gomper, hep goût dezhe, en hed an hengoun hag an neventi diouzh un tu, en hed o selloù pizh war dazont al lennegezh, hon lennegezh. Gwalarniñ hag adwalarniñ, ha memes en despet d’an den. N’eo ket gwir Tangi ? N’eo ket gwir Roparz ?

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 97: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)
    Kronikenn 97: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)

    Digeriñ d’ar bed. Digeriñ ar bed. Ober eus al lennegezh ur benveg a frankiz. Ober eus al lennegezh ur benveg da vont gant an amzer-dazont. Ober eus al lennegezh un arm stourm ouzh an amzer. An amzer hag a lonk ar vemor, ar sevenadurioù, an amzer hag a zistro ar gwirvoud war-du an hunvreoù. An amzer zo d’ar skrivagnerien koulskoude, an amzer marlonkus. Stourm ouzh an amzer, arm re efedus an ankounac’h. An ankounac’h zo diremed. Rivier, stêr, aven an amzer a oar charreat gouelezennoù hon istor...

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 10 of 106 (11 Pages)