gwig. Pan lakaer ar gaoz war ar ploueoù e lakaer ar gaoz war un dimeziñ entre lec’hanvadur, istor, ha kevredigezh… Un...
gwig. Pan lakaer ar gaoz war ar ploueoù e lakaer ar gaoz war un dimeziñ entre lec’hanvadur, istor, ha kevredigezh… Un dimeziñ start zo entre plou ha gwig. Gwig a deu eus al latin uīcus « strollad tiez, karter en ur gêr, straed » hag ivez « kêriadenn, bourk », ar ster diwezhañ-mañ eo ar ster zo bet miret gant ar vrezhonegerien gozh. Resisoc’h c’hoazh : « kreiz ar plou ». Ar ger gwig n’eo ket ken kozh hag ar ger plou, ploue met deuet eo d’ur c’houlz ma oa Bretoned ar Su-Kornôg oc’h aozañ o ziriad.