log. Re alies skrivet lok, met en gaou evel ma vo gwelet. Ar ger zo bet kemeret digant al latin locus « lec’h », gant...
log. Re alies skrivet lok, met en gaou evel ma vo gwelet. Ar ger zo bet kemeret digant al latin locus « lec’h », gant ar memes ster met ivez, diwezhatoc’h, gant sterioù ispisial all evel « lec’h sakr » hag enur mod gant ar ster « sant », ar pezh a vo gwelet ivez. Loc eo stumm ar ger kavet en henvrezhoneg, en IXvet kantved, da lâret eo, abred a-walc’h. An arroudennoù puilh a-walc’h a laka da gompren e talvezkement ha lec’h, netra relijiel eta.