Abaoe 1925 e vez mor al lennegezh broudet gant tonnoù nerzhus ha youlek Gwalarn o tarlipat hardizh aodoù, aberoù,...
Un tamm distro d’hon memor donañ : hon memor bugale munut tout ! N’on ket sur e vez desavet ar vugale, en dez a herie, en ur ober aon dezhe... Gwezhall, bepred, e vije a-bep seurt anvioù loened pe boudoù gwir pe ijinet d’ober aon d’ar vugale : ober aon evit o derc’hel gwelloc’h dindan dorn moarvat ! Marteze ivez un doare d’an dud vras da goach o aon dezhe o-unan...