Pennadoù nevez

Lennegezh

  • Kronikenn 84 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (19)
    Kronikenn 84 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (19)

    Preder an amzer dazont. Dazont ar vrezhonegerien, dazont o yezh, dazont o ene, dazont o sell war ar bed, dazont o bugale. En kaoter ruz al lennegezh lakaet da virviñ gant Gwalarniz war tan ar c’hoantoù hag an hunvreoù e oa ar preder-se, sanket don en empennoù tud yaouank war lez o ugent vloaz. Kas ar yezh a rummad da rummad, hep gallout kontañ war ar skolioù mestroniet gant ur galloud a-enep ruz. Un eneberezh koustus d’an dud, koustus d’o bugale. Ra deuio ar speredoù poutinian da zisplegañ...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 83: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (18)
    Kronikenn 83: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (18)

    Klaselezh ar yezh, klaselezh al lennegezh. Ene ar yezh, ene al lennegezh. Hag an arz, ene an arz. Penaos mont hebiou oberenn Langleiz... Ur ramz entre ramzed Gwalarn. Roparz Hemon a oa ur ramz en penn ramzed all. Langleiz a voe unan eus ar ramzed-se.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 82: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (17)
    Kronikenn 82: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (17)

    Lanv ha tre. Llanw ha thrai. Chal ha dichal. Ar stumm diwezhañ-se hag a glever en tu Gwened a oa bet distaget gant unan o komz da geñver disoc’hoù ur votadeg bennak, pell zo, meur a zek vloaz zo, urvotadeg ma oa bet pilet naet e strollad politikel ha n’haller ket lâret e oa (hag ec’h eo herie c’hoazh !) ur strollad araokour. Penaos e vez lâret « eufemism » e brezhoneg ? Fez, gant e anv heritet diwar hini ehendadoù e soñje dezhañ e oa eñ ar « penn-araog », pan ne oa nemet ur astez «...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 81: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (16)
    Kronikenn 81: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (16)

    Eus ur Bertoù d’un all ? Eus un ezoterezh d’un all ? Moarvat. Eus ur sell war Breizh ha war ar brezhoneg da reoù all ? Moarvat. Ar Gouelaouard hag an Tregeriad a oa ijinourien o-daou. Ur riñvier ha daou rummad etreze. Ret mat din menegiñ ar riñvier-se, an Trev : en e dourioù amsall em boa desket neuial asambles gant bugaleoù all ar c’harter ! Fas da gar Lanserf, nepell diouzh Traou-Meur, ur pezh ti liammet gant afer muntr Kemener gant ur Sezneg bennak...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 80: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (15)
    Kronikenn 80: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (15)

    Anna Bodri. Jani Dreo. Annaig Riou. Karantezioù. Awenerezed. Lusk ar varzhoniezh. Rimoù an trivliadennoù. Frondoù ar garantez. Pal ar vuhez. Abeg ar spi.En touez Gwalarniz zo bet ur barzh, dezhañ e-unan, sellet outañ evel bezañ hermezek, ezoterek zoken. Unan hag en devoa bet ur vuhez trubuilhus ha trubuilhet. Unan bet o vont don, siwazh, gant mennozhioù politikel na briziomp ket, o nann. Dic’houzañvus. Met n’eo ket dimp da varn.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 79: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (14)
    Kronikenn 79: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (14)

    Esmae. From. Trefu... geriennoù da blakañ naet war skridoù turgnet Youenn Drezen, geriennoù skedus o livañ gwirionez e gizidigezh wirion hag o pentañ koulmed ar goanag.... Ha, fez, se hep bezañ hegredik ! Geriennoù pervezh diwanet en e greizon da lemel e armoù skrivagner. Na pezh skrivagner !Ya, emitu !

    Lenn hiroc'h
  •  Kronikenn 78: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (13)
    Kronikenn 78: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (13)

    « Pegourz enta e welin-me Roltaz,Arzh, Izenac’h, Sarzhav, ar vro pinvik ?Pegourz ec’h in da iliz Lokeltaz,Hag e evin a win gwenn Illurig ?Kaer eo gwelet ar bagoù a vizen ;Mes kaeroc’h c’hoazh gwelet bagoù Sine !- Ne garzen ket bout beziet amen !Gwell vo ma c’horf em broig, mam buhez ! »

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 77: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (12)
    Kronikenn 77: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (12)

    Ambloari. Glac’har. Azreg. Rec’h. Niñv. Doan. Kalonad. Anwazh. Poan... puilh ha pinvidik truezus hon yezh evit merkañ hon santimantoù tristañ... azoniad hon c’hultur, hini hon c’hevredigezh... Ul lanvad n’haller ket reiñ e anv gwir dezhañ en devoa beuzet spered ha kalon Youenn Drezen da heul disparti e gile, e frai, ha n’o devoa, nag an eil nag egile treuzet linenn joaius ha dibreder an daou-ugent vloaz. Yann-Eozen Jarl en dije, moarvat, prestet e droiennoù karetañ : Tarzh ar glac’har, Tarzh...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 76 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (11)
    Kronikenn 76 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (11)

    En tu-hont d’un emsav lennegel e voe Gwalarn. Ul lec’h prederiañ, ul lec’h da reiñ loc’h da gomprenezon hon drivliadennoù da zont. En Gwalarn, pe en-dro da Walarn, ivez, e voe darempredoù etre kefredourien sichennet mat en o amzer hag en o c’hevredigezh koulskoude ! Darempredoù spered, darempredoù a vignoniezh. Ar vignoniezh zo trec’h d’ar marv, d’an darvoudoù kontrol-digontrol hag adkontrol, zoken, eme lod.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 75: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (10)
    Kronikenn 75: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (10)

    Merc’hed Gwalarn ? Ar goulenn zo diaes. Ya, en pelec’h emaint ? Un nebeud anvioù zo, met kont anvioù ar baotred zo trec’h. Ne rin amañ tamm analiz diwanet en korn ur c’hontouer tavarn bennaket, met anat ec’h eo ar fed-se arouez stad ar merc’hed er gevredigezh d’ar c’houlz-se : berzet oute dont war ar gorre, rediet da ober war-dro ar pezh a vo lidet kaer gant ur Fulup Petain dispredet hag enep-yuzev... hag o sellet ouzh ar merc’hed evel tud a eil renk, mat da zozviñ evit ar vro. Merc’hed ha...

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 10 of 85 (9 Pages)