Incipit. Ur ger hag a son evel un nor digor war un oberenn. N’eus ket keit-se e klaske al lennerien goût petra oa da...
« Emaomp o vont da c’houlenn kalz digant hon lennerien. Evit ar brezhoneg eo, hag evit Breizh. Labourioù a-bouez hon eus da voulañ, labourioù a-bep seurt, hag i re hir da vezañ moulet war Walarn. Gwalarn a rank chom ur gelaouenn, enni pennadoù berr a-walc’h, ha disheñvel.