Etnonimoù, da lâret eo anvioù keneloù kozh, sed aze ur rummad anvioù aet gant un nebeud kêrioù bras en Breizh. Kêrioù...
En deroù emañ ar varzhoniezh. En deroù hon galaksienn lennegel diamzerel emañ. Tremen bamet e vêr o lenn pe o klevet geriennoù, gwerzennoù o charreat gant aket hon c’hoantoù, hon drivliadennoù, pe memes un tamm spi en unan all, en un amzer a vo pe zo bet, un tamm nijadenn war-du pelloù un dremmwel na gredomp ket tostaat dezhañ, pe memes c’hoazh eñvor un dremm laouen hag a lak birvilh, strafuilh en hon c’halonoù tener.