Pennadoù nevez

Pennadoù nevez

  • Kronikenn 116: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (51)
    Kronikenn 116: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (51)

    Incipit. Ur ger hag a son evel un nor digor war un oberenn. N’eus ket keit-se e klaske al lennerien goût petra oa da gaout en un oberenn en ur lenn deroù, pe tammoù eus deroù honnezh. Herie eo aezetoc’h, boas e vêr gant ar skrid war ar pevare golo. N’eus ket keit-se e oa ret digeriñ al levr evit goût, bremañ herie eo a-walc’h treiñ anezhañ en hon dorn ha lenn ar pezh zo moullet en diavaez ! Kenavo da roll pouezus an incipit ? Inkipitaouiñ a rankomp derc’hel da ober koulskoude, rak an incipit...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 115: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (50)
    Kronikenn 115: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (50)

    Barzh ar gizidigezh. Barzh ar weledigezh. Barzhonegoù hir, barzhonegoù berr. Barzhonegoù klotennaouet, barzhoneg komz-plaen. Met, barzhonegoù bep tro paket, kizellet, roet evel melezour un ene, roet evel un ti d’e drivliadennoù. Ar varzhoniezh oa e rouantelezh. Evel-se e oa Maodez Glanndour. Evel-se e oa person kozh Louaneg.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 114: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (49)
    Kronikenn 114: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (49)

    « Ar varzhoniezh kentañ eo hini ar soñj, hini an empenn, n’eo ket hini ar genoù. » eme hon Maodez. Ha pelloc’h : « Kemerit barzhonegoù Kalloc’h, evel Deuit, Spered Santel ha lennit. Santout a rit nend eo ket komz-plaen, klask a rit ment al lusk-se, ha ne welit ket mat. Dindan gwagennoùigoù ha bourbouilh ar gorre emañ lañs an tonnoù bras, ha n’hellit ket herzel ouzh e sach, dalc’het oc’h gant e nerzh ha ret deoc’h sentiñ outañ. Pezh a dalvez eo al lusk-se, ramzel evel hini ar c’heinvor,...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 113: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (48)
    Kronikenn 113: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (48)

    « Ned eo ket mat e vije ar barzh re blapenn, a gav din. Barzhed vras zoken : degemeret kelenn digante. E tavedegezh an dongalon eo e tle dareviñ ar barzhonegennoù. Un neuz ker peuzc’hraet ha greüs a dleer gwiskañ warno. Hag an awen wirion a sant neb o lenn gant ma klot mennozh ar barzh gant un hir a breder hag un hir arnoderezh nemetken. Ned it ket neuze da gavout iskis stumm pe lavar gwerzennoù zo. Kentoc’h, deskit-int dindan eñvor, war-lerc’h o lenn uhel-vouezh, ha dalc’hit koun eus a...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 112: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (47)
    Kronikenn 112: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (47)

    Tapas. Gant an anv-se e teu d’hon spered ar pezh a ginniger d’ar pratikoù en ostalerioù zo en tu all d’ar Pireneoù benniget. Hervez kont int bet ijinet dre ma ne c’halled ket gwerzhañ gwin d’an dud ma ne oa ket peadra da zebriñ. Marteze n’eo ket gwir, marteze eo gwir, met bravoc’h eo evel-se, evel ma lârfe din ur c’henderv bliv !

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 111: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (46)
    Kronikenn 111: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (46)

    Deroù an ugentvet kantved. Meur a dan ruz dindan meur a gaoter. Kaoterioù da virviñ mennozhioù, da virviñ ar gounnar… Tan lakaet gant tud yaouank deuet er bed en dibenn ar c’hantved all, gant o lañs. Ul lañs a vo torret ha drailhet kriz ha didruez gant heugaj ar brezel bed kentañ. Ar brezelioù a zismantr an dud, a zismantr ar sevenadurioù. Kement-mañ en anv tud all, en anv sevenadurioù all.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 110: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (45)
    Kronikenn 110: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (45)

    Angry young men. Men and women. Magañ o gweledigezh, magañ o goanag, magañ hon lennegezh. Ul lennegezh vodern, legadet dimp n’eo ket evel ur skrin met evel ul lañs. Lañs da grouiñ, lañs da gompren ar bed. Ul lennegezh modern ha balc’h o c’houlenn he flas en touez al lennegezhioù modern ha balc’h all… er bed. Krouiñ, treiñ, azasaat, rentañ. Digeriñ e galon, digeriñ e spered. Reiñ frankiz d’e drivliadennoù ha goveliañ ur yezh da ezteurel anezhe, dik, pervezh, lammet diouzh e kreizon. Krediñ...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 109: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (44)
    Kronikenn 109: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (44)

    « Prederiañ ’ra gant marzh ar barzhO kantren diharz ’hed ar c’harzhSammet estlammus e speredGant an esmae hag an estonA sko kalet en e galonDoaniet, moaniet ha gwall boaniet.

    Lenn hiroc'h
  •  Kronikenn 108: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (43)
    Kronikenn 108: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (43)

    Ramzed Gwalarn. Ramzed pennek. Ramzed diziouerus. En o mesk ur gov, hini an terouer, hini ar brezhoneg brezhoneg. E anv bihan a oa Yeun. Yeun ar Gow. Noter Pleiben. Un noter bet ivez etnologour, en despet dezhañ. Eñvorennoù e oad bugel, e oad krennard ivez, en skeud Tour Bras ur sant Jermen anavezet mat gant ar Vretoned. Ma fell dimp goût petra eo brezhoneg yac’h, bev, birvidik ha pinvidik ar rummadoù kent eo ret dimp lenn, adlenn ar skrid-se en skeud evezh ha spered Yeun ar Gow. N’eus ket...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 107: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (42)
    Kronikenn 107: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (42)

    « Ar Roc’h Toull a zo dudius, fentus ha leun-chouk a faltazi penn-da-benn ; ar pezh a zo dibaot a-walc’h en ur romant brezhoneg. Ur paotr yaouank a goll e hent e-barzh Roc’h Toull Landivizio. Eno, -e-giz Rip Van Winkle e kontadenn Irving, - e tegouezh e-kreiz ur strollad paotred, « furcherien » a ra Kerrien anezho, o c’hoari kilhoù dindan an douar. Ne zibunin ket deoc’h petra a c’hoarvez da c’houde : istor an Enskrivadur, ar C’hazh Du, ar C’hilher ha Falz Aour an Drouiz Meur. Lavarout a rin...

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 10 of 118 (12 Pages)