Pennadoù nevez

  • Kronikenn 97: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)
    Kronikenn 97: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)

    Digeriñ d’ar bed. Digeriñ ar bed. Ober eus al lennegezh ur benveg a frankiz. Ober eus al lennegezh ur benveg da vont gant an amzer-dazont. Ober eus al lennegezh un arm stourm ouzh an amzer. An amzer hag a lonk ar vemor, ar sevenadurioù, an amzer hag a zistro ar gwirvoud war-du an hunvreoù. An amzer zo d’ar skrivagnerien koulskoude, an amzer marlonkus. Stourm ouzh an amzer, arm re efedus an ankounac’h. An ankounac’h zo diremed. Rivier, stêr, aven an amzer a oar charreat gouelezennoù hon istor...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 96: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (31)
    Kronikenn 96: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (31)

    Talañ ouzh ar voger. Moger an dianav. Talañ ouzh un endro diaes. Moger an digompren. Moarvat eo se tonkad ar barzh ? Un tonkad bevet evel-se gant hon Roparz, bepred. 1933. Ur bloavezh a-bouez en e oberenn hag en e obererezh. Bloavezh embann e dorkad prederiadennoù, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, hag ivez bloavezh donedigezh e varzhoneg brudet, Pirc’hirin ar Mor. Ya, met pennad diwezhañ al levr zo eus 1929, er bloaz ma krogas da labourat war e varzhoneg…

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 95: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (30)
    Kronikenn 95: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (30)

    « Ur from espar a grog en den douget a-hed div roudenn dir e sioulded ar beuznoz, pa n’eus ket c’hoazh a c’houleier, ha nikun en e gichen. From ha damspont. Skeudenn wirion an tonkadur, difonn ha prim, arvarus ha dibleg. Badet ar c’hleved gant taboulinadeg ar rodoù, teoget ar sell gant kornigelladeg ar maez, e teuz ar gwirvoud en hunvre, ha faltazi dic’hiz a vesk e prederennoù reizhek ar skiant. Bez’ ez intr ar spered neuze pep tra diwirheñvel evel ma ra er c’housked. 

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 94: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (29)
    Kronikenn 94: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (29)

    « Dreist hiboud an avel e krenerezh an draonienn eo savet ar c’han, ha leuniet en deus an oabl e kostezioù ar Wern ha Rozmeleneg. Nijal en deus graet da ober tro dreist an dour, frizañ a-hed ar girzhier, ha neuze dont da skeiñ betek ennon-me.Emaon amañ o c’hortoz n’ouzon dare pe zarvoud da lakaat un tammig lusk em faour kaezh buhez brevet.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 93: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (28)
    Kronikenn 93: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (28)

    Divi Kenan Kongar. Unan all eus an « angry young men ». Daouzek vloaz e oa pan deuas Gwalarn er bed. Ur ramz. Evel Roparz Hemon, Fañch Elies-Abeozen, soursial ouzh al lennegezh ha produiñ anezhi, ne oa ket a-walc’h. Prederi. Prederi ar yezh. He rentañ gant he lorc’h d’ar brezhonegerezed ha d’ar vrezhonegerien. Studiañ ar yezh, dielfennañ gwikefre ar yezh, he mont-endro, he spered.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 92: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (27)
    Kronikenn 92: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (27)

    Alarc’h tramor Teodor. Elerc’h enezeg Maodez. Elerc’h An Cúil Gwilherm. Elerc’h Kouc’houlin hag Emer Roparz : « An elerc’h gouez o tremen dreist an tevennA ra din soñjal en ur vojenn gozhA gonter en Iwerzhon, un danevellA erez hag a enkrez, hogen ivezUn istor a garantez don ha c’hwerv.Teir c’halon faezhet, siwazh, hag i trec’hDa viroù lemm ha ganas an tonkadur. »

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 91: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (26)
    Kronikenn 91: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (26)

    Lenn hag adlenn. Diaes eo chom hep ober : skridoù a blij dimp, a blij dimp a-hed ar wezh, skridoù nevez pe nevez dizoloet ganimp. Astenn an dorn en korn ur stalenn ha sachañ ul levr, ul levrig, tanav-tanav a-wezhioù. Levraouegoù klenk. Levraouegoù diglenk ma vev ar skridoù o buhez hervez froudenn al lenner, hep poell en urzh lakaet… lakaet ? Pep hini en deus e zigarez dezhañ e-unan da gas avanturioù en-mesk e levrioù. Lezel e lod gant an degouezh, met ni a oar re vat penaos e ren hon spered...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 90: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (25)
    Kronikenn 90: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (25)

    « Pa oa c’hoazh ur bugelig lostennek, hag en e amzer ne vezed ket bragezet ken abred ha bremañ, e felle dezhañ mont e-unan da glask ar bank bihan da lakaat dindan troad e vamm evit ma rofe houmañ dezhañ da zenañ. Ne vezed ket dizonet ken prim kennebeut, rak krediñ ’rae ar mammoù n’o doa ket a riskl da zougen ur bugel all keit ha m’edont o vagañ. Marteze eo bet gwir kement-se pa n’oa ket c’hoazh sivilizet an dud, met bremañ, evit doare, n’eo ket ken hag e c’heller war un dro bezañ magerez ha...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 89: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (24)
    Kronikenn 89: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (24)

    Barzhonegoù. Romantoù. Pezhioù-c’hoari. Danevelloù. Sed aze geriennoù, en mesk reoù all, anavezet da envel bravigoù, perlezennoù pe teñzorioù hon lennegezh. Kement barzhoneg, romant, pezh-c’hoari pe danevell zo n’int ket bravigoù avat ! Pell a vezañ ! Ret eo didoueziañ, ret eo dilenn anezhe. Ret eo o lenn hag o blazata, o c’haret ha reiñ lec’h dezhe en hon empennoù digor hag en hon speredoù marnaoniet. Betek o lakaat en kreiz hon c’halonoù. Dimp da vevañ.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 88: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (23)
    Kronikenn 88: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (23)

    Ramzed. Kaoured. Ramzed ha kaoured kounnaret. Kounnaret ha marnaoniet. En andon hon lennegezh vodern. Hepte ne vije bet netra, seurt. E vije bet ur gouelec’h hep liv na tousmac’h, skubet gant avel an netra. Dreist-holl ur gouelec’h hep tamm goanag, hep tamm prenestr war an amzer dazont. Ya, ur gouelec’h… Gaonac’h. Ha tavet hon gweledigezh da vat…

    Lenn hiroc'h
Showing 11 to 20 of 107 (11 Pages)