Incipit. Ur ger hag a son evel un nor digor war un oberenn. N’eus ket keit-se e klaske al lennerien goût petra oa da...
Souezhet e vo lod gant an titl roet d’ar gronikenn-mañ !Amañ zo anv eus hengounioù pobl a-gozh etre an daou du eus Mor-Breizh. Hon hendadoù a grede, betek n’eus ket keit all c’hoazh, e oa buhezioù war buhezioù pe c’hoazh ganedigezhioù goude ganedigezhioù ! Un tamm displegañ memes tra : en un nebeud skridoù kozh, e Kembre, e kaver tud bet o cheñch stumm dre ma oant tud bet tapet perzhioù hud, e mod pe vod. E Breizh eo er c’hontadennoù e kaver seurt reoù, ur wezh c’hoazh.