Incipit. Ur ger hag a son evel un nor digor war un oberenn. N’eus ket keit-se e klaske al lennerien goût petra oa da...
Hag adarre ar Porzh-Gwenn, eme lod !Ya, adarre, rak diaes skarzhañ ar Porzh-Gwenn diouzh hon istor, hon selloù ivez... Ma zo ul lec’h hag a sach ijin an dud er vro eo ar Porzh-Gwenn. Ne glaskin ket displegañ ar perag, me gav din eo re sklaer : al lec’h zo koulz er gouañv hag en hañv al lec’h skedusañ, al lec’h ma timez kaer ar mor, ar roc’hoù, ar geunioù, hag hon memor. Hon memor, ur wezh all c’hoazh : kement kammed a laosk roudoù war hon lerc’h hag ar memor eo roudoù hon hendadoù ha pa...