Abaoe 1925 e vez mor al lennegezh broudet gant tonnoù nerzhus ha youlek Gwalarn o tarlipat hardizh aodoù, aberoù,...
Ma zo bet buhezioù kollet er peñseoù (siwazh), korf hag all, zo bet ivez madoù savetaet ! Petra oa deuet gwin ar Vesper, e 1903, goude peñse al lestr-kargo eta ? Nebaon, ma oa bet graet war-dro ar paour-kaezh skipailh a oa war ar vag, ne oa ket bet dilezet ar gargamant gwin da vont d’an avantur Doue evit kelloù-se ! Sede penaos e kont an istor zo bet pourvezet gwin da arvoriz Leon eus Molenez betek Rosko e-pad meur a viz : netra lipousoc’h evit gwin peñse, sur mat ! Ha se en desped d’ar...