Pennadoù nevez

Embannet e:"2026 - miz Here"

  • Kronikenn 144: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (18)
    Kronikenn 144: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (18)

    log. Re alies skrivet lok, met en gaou evel ma vo gwelet. Ar ger zo bet kemeret digant al latin locus « lec’h », gant ar memes ster met ivez, diwezhatoc’h, gant sterioù ispisial all evel « lec’h sakr » hag enur mod gant ar ster « sant », ar pezh a vo gwelet ivez. Loc eo stumm ar ger kavet en henvrezhoneg, en IXvet kantved, da lâret eo, abred a-walc’h. An arroudennoù puilh a-walc’h a laka da gompren e talvezkement ha lec’h, netra relijiel eta. 

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 143: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (17)
    Kronikenn 143: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (17)

    Petore darempred eta entre Trevoù ha Trewinieg ? Diaes goût petore hini a oa deut war wel da gentañ. Soñjal a ra din, nemet e fazifen, e c’hallfe Trewinieg bezañ an hini koshañ bet lonket goude gant urstruktur brasoc’h douget gant an Trevoù, ha pan vefe testeniekaet hennezh a-goshoc’h, war a seblant. N’eo ket al lec’h da ober istor an Trevoù pe hini Trewinieg dre ar munud, just reiñ un nebeud elfennoùa servijo, spi am eus da gompren gwelloc’h penaos eo strukturet hon bro.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 142: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (16)
    Kronikenn 142: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (16)

    Trev, Tre evel prokliteg. Evel elfenn broklitek e ro trev un duilhad kaer a anvioù lec’hioù. Termenet eo gant ur ger zo eus galleg Breizh nemetken : trève. Evel en geriaoueg Maner en 1659 : « treue » troet enbrezhoneg « tre, pe treou » pe c’hoazh treff en brezhoneg, troet « trefue ». 

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 141: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (15)
    Kronikenn 141: ANVIOÙ HON LEC’HIOÙ (15)

    Da glozañ gant ar ger lann. Ar ger lann zo ur skouer vrav eus an hêrezh indezeuropek rak kavet e vez en holl yezhoù Europa, war-bouez nebeut. Lande en galleg, land en saozneg gant ar ster « bro » (soñjiten anvioù Scotland pe England) pe en alamaneg ivez gant an anv Deutschland « Alamagn », pe c’hoazh al lander niverus, diazez o bro kevredet. Ar ger n’en deus ket beajet en mesk ar yezhoù-se, bezañ en deus ar memes orin a-gozh, traken.

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 4 of 4 (1 Pages)