hen-. Bed ar protiklegoù en lec’hanvadurezh Breizh zo ur bed ec’hon… Sede, hen- unan eus an elfennoù proklitek puilh...
hen-. Bed ar protiklegoù en lec’hanvadurezh Breizh zo ur bed ec’hon… Sede, hen- unan eus an elfennoù proklitek puilh en hon lec’hanvadurezh. Hen- evel prokliteg zo anavezet en anvioù parrouzioù evel Henbont (hen + pont) pe evel Hengoad (hen + koad). Gant an div skouer-mañ e komprener ez eus ur blotadur goude hen-.