Pennadoù nevez

Pennadoù nevez

  • Kronikenn 69: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (4)
    Kronikenn 69: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (4)

    E koun DiviUr bliziennoù bennak, en kreiz un devezh gouañv dindan pouez koumoul teñval Treger Vras, e oamp bet, me hag ur mignon kozh, oc’h ambroug ur c’hamarad, ur mignon, ur breur... bet ivez ur c’hoarzh, ur spered lemm, ur gouizieg, ur fentigeller ruz, war-du bro ar re dall hag ar re vouzar, unan hag en devoa tremenet ar pont. Ha se bloaz, a-boanik, goude un degouezh heñvel, gant un tremeniad-pont all eñ ivez. Heñvel ? Nann, ur c’holl goude ur c’holl n’eo ket dre just un degouezh a vernier...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 68: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)
    Kronikenn 68: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)

    1925. Ur bloavezh a voe en kreiz stokadenn veur ar vemor, hini ar bed kozh ouzh ar bed nevez a-boan diwanet, hini ar glac’har da heul pulluc’hadenn didruez tud n’o devoa goulennet seurt digant an tonkad... Islonk an ideologiezhoù a oa o vont da lonkañ meur a hini, lod perzhek emskiantek ha lod all en despet dezhe. Tra vat, Gwalarn a chomo divrall, war-du ar pal merket : ul lennegezh uhel evit ar Vretoned, ar vrezhonegerien a vefe welloc’h lâret, moarvat.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 67: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (2)
    Kronikenn 67: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (2)

    « Ul labour n’eus ennañ, moarvat, nemet un nebeud pezhioù dibabet a-douez kalz. Setu labour Bleimor, a skrive hep goulenn ha plijout a raje d’unan bennak, evitañ e-unan, dre ma oa re leun e galon, dre ma oa ret dezhañ skrivañ, evit sevel gant gerioù un ti da divliadennoù e ene. Evit ar wezh kentañ en hol lennegezh, ez eus bet kavet ur barzh da lakaat e holl ene en e varzhonegoù. »

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 66: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)
    Kronikenn 66: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)

    Evit an dezioù zo anv eus Gwalarn, savet ur c’hant vloaz bennaket zo. Meur a hini zo bet o voulc’hañ gant an avantur-se, hag an hini pennekañ, efedusañ, sebedennusañ a voe unan a reer Roparz Hemon anezhañ, unan bet ganet gant e gantved, en Brest. Gwalarn a oa neuze evel ur bugel ganet dezhañ, drezañ moarvat, ma ne oa ket un degouezh dezhañ da gaout troc’h gant e vuhez kent.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 65: EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)
    Kronikenn 65: EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)

    Lennegezh. Ar c’hallegerien a ra gant « Littérature », diwar ar ger en deus roet « lizherenn » en brezhoneg, ha se, evel en ur bern yezhoù all.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 64: EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (1)
    Kronikenn 64: EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (1)

    An Trevoù. Er vro eo kentoc’h « An Treoù » hag a-wezhiouigoù « An Treo » hag a lârer, met n’eo ket evel pan lârer « traoù » avat ! Ha seul belloc’h diouzh an Trevoù seul sklaeroc’h e klever an Trevoù. Ma, me zo eus bro ar reoùalâreantrevoù, dre ma oa pell ma Dreger-Vihan genidik diouzh an aod-se ! Met, da lârezh ar wirionez, ya, ar wirionez wir evel ma lâre Jañ-Ma’i, n’eo ket se a veze lâret met kentoc’h... Traezhtel. Petra a refet, brudetoc’h, kaeroc’h, plijusoc’h... an aod. Se zo, tre evel...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 63: BEVAÑ
    Kronikenn 63: BEVAÑ

    Ur verr a gronikenn er sizhun-mañ. Met ur gronikenn o kinnig un destenn ma rae Per Denez ur berlezennig anezhi. Un tamm skrid berr gant Youenn Drezen (1899-1972), unan bet skrivagner en-dro d’ar gelaouenn Gwalarn.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 62 CHANGELING (2)
    Kronikenn 62 CHANGELING (2)

    Er sûn all e tisklêrien penaos eo stag ar ger saozneg « changeling » ouzh ur rumm kontadennoù, kontadennoù kriz, mard eus ! Met ankouaet ganin kontañ n’eo ket er c’heñver-se em boa graet anaoudegezh gantañ da gentañ.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 61 CHANGELING (1)
    Kronikenn 61 CHANGELING (1)

    « Changeling », ur ger saozneg aes da gompren marteze ? Ma, n’on ket sur e oar pep hini ouzh petra eo stag ar ger saozneg-se, pan gomzer eus hon lennegezh pobl ! En liorzh vras ar c’hontadennoù brezhoneg zo nouspet kant ha mil anezhe. Ar ger « stumm » pan reer gantañ zo ur ger tremen paour evit reiñ da c’hoût petra eo o rummadoù d’ar c’hontadennoù-se, evel pa vefent greunennoù traezh o tiverañ diouzh palv ho torn, pan glaskit sammañ anezhe ! Greunennoù c’hwezhet pell pe pelloc’h gant avel hon...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 60: ROGASIONOÙ AR GARANTEZ
    Kronikenn 60: ROGASIONOÙ AR GARANTEZ

    En deroù emañ ar varzhoniezh. En deroù hon galaksienn lennegel diamzerel emañ. Tremen bamet e vêr o lenn pe o klevet geriennoù, gwerzennoù o charreat gant aket hon c’hoantoù, hon drivliadennoù, pe memes un tamm spi en unan all, en un amzer a vo pe zo bet, un tamm nijadenn war-du pelloù un dremmwel na gredomp ket tostaat dezhañ, pe memes c’hoazh eñvor un dremm laouen hag a lak birvilh, strafuilh en hon c’halonoù tener.

    Lenn hiroc'h
Showing 11 to 20 of 81 (9 Pages)