« Ur from espar a grog en den douget a-hed div roudenn dir e sioulded ar beuznoz, pa n’eus ket c’hoazh a c’houleier,...
Petra dalvez ar ger gwalarn ? Talvezout a ra : Roud-avel lec’hiet keit-ha-keit diouzh ar c’hornôg ha diouzh an norzh. Emañ an avel o tont eus ar gwalarn. Gwalarn a zo ivez anv ur gelaouenn lennegel embannet ha renet gant Roparz Hemon adalek 1925. Lidet ’vo 100 vloaz krouidigezh Gwalarn eta e 2025 ha savet moarvat ur bern traoù evit kounaat eus al labour ramzel savet gant mignoned Gwalarn ha derc’hel soñj eus ar spered. Bras-tre eo bet pouez ha levezon Gwalarn e buhez hon yezh.