Etnonimoù, da lâret eo anvioù keneloù kozh, sed aze ur rummad anvioù aet gant un nebeud kêrioù bras en Breizh. Kêrioù...
Etnonimoù, da lâret eo anvioù keneloù kozh, sed aze ur rummad anvioù aet gant un nebeud kêrioù bras en Breizh. Kêrioù hag o devoa bet bep a anv keltiek all ivez, hep bezañ etnonimoù. Ur wezh c’hoazh merkerioù hon istor, hon istor koshañ da vat. Un istor hag a gas d’ar mare keltiek ma ne oa ket deuet ar Vretoned er vro da vat. A-raok ha goude en em staliañ en lodenn gornaoueg Arvorig kozh e ouveze ar Vretoned ober eus Mor-Breizh ur pezh gourhent mont-dont dizehan. Un istor yezhel hag a lak...