Eus ur Bertoù d’un all ? Eus un ezoterezh d’un all ? Moarvat. Eus ur sell war Breizh ha war ar brezhoneg da reoù all...
Fleurenn, Pechar, Koantig, Ruañ (abalamour d’he liv), ar Vuoc’h Du, Bretonne, Rozet (Rosette er skrid), d’ar c’houlz-se, a oa priñsezed doujet ha karet ar c’hraou saout er Gêrveur, entre bourk Trogeri hag aot ar Yeodi, nepell diouzh Santez-Anna. Ne vêr ket pell diouzh maner brudet Gêrañdraou, maner koshañ ar vro, hervez kont. E vêr en Treger Vihan, entre Yeodi ha Trev, tost da Bouldouran... ha nepell diouzh ar Roc’h ! Kerroc’h da lârezh Roc’hiz !