Pennadoù nevez

Embannet e:"2025 - miz Kerzu"

  • Kronikenn 101 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)
    Kronikenn 101 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)

    Abaoe 1925 e vez mor al lennegezh broudet gant tonnoù nerzhus ha youlek Gwalarn o tarlipat hardizh aodoù, aberoù, inizi hon awen, hon spered. Ul lanv en lusk tellurek an hoaladoù o liammañ deroù hon istor lennegel ouzh hon dazont hag ouzh lennegezhioù all ar bed. Dazont al lennegezh vrezhoneg. Dazont hon buhez vrezhoneg. Eon ar varzhoniezh, spoum an danevelliñ berr pe hir a lak ar gazeg c’hlas da gemer liv hon geriennoù, liv son ha trouz hon yezh. Anao dibar. Ul lennegezh kaset ha degaset...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 100: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (35)
    Kronikenn 100: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (35)

    Ar barzh en enkrezioù bras. Ar barzh o tanevelliñ ar stourm zo en e zonig-don, en e intim. Glaou ruz an trivliadoù o veskañ gant reoù ar c’hrouiñ, renet gant an awen oc’h enebiñ ouzh an dic’hoanag. Ur varzhoniezh da bareañ ? Ur varzhoniezh da sioulaat trivliadoù re greñv ? Ur varzhoniezh da ginnig un emgannlec’h etre c’hoant ha dic’hoant ? Ur varzhoniezh, mamm ar soñjezennoù sanket mat en donig-don ar skrivagner ? Ur varzhoniezh, keniterv al lavar, arm lemm al lennegezh ? Kement-se holl,...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 99: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34)
    Kronikenn 99: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34)

    Kinniget d’am c’heneil kozh Herve Beg Lenn hag adlenn oberennoù Gwalarn. An traoù kozh ne blijont ket d’ar re yaouank, eme urc’hrennlavar bennaket, ha koulskoude o defe peadra da walc’hañ o naon. Da walc’hañ o c’hounnarivez. Da walc’hañ o deskadurezh brezhoneg. Burzhud al lennegezh eo e c’haller lenn e-maez anamzer. An amzer n’eo ket enebour al lennegezh, e geveil eo. N’eus ket eus ar geriennoù dispredet,diamzeret gant hon lennegezh, an hini a garomp, an hini a ra vad dimp.

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 98: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (33)
    Kronikenn 98: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (33)

    1926 : emgav daou brederour, daou emsaver disklêriet ar c’hoariva brezhoneg. Tangi ha Roparz hep na vefe bet an disterañ darempred kenentreze c’hoazh, a gav din bepred, nemet dre baper lizher e vefe. Daou gomper, hep goût dezhe, en hed an hengoun hag an neventi diouzh un tu, en hed o selloù pizh war dazont al lennegezh, hon lennegezh. Gwalarniñ hag adwalarniñ, ha memes en despet d’an den. N’eo ket gwir Tangi ? N’eo ket gwir Roparz ?

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 97: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)
    Kronikenn 97: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)

    Digeriñ d’ar bed. Digeriñ ar bed. Ober eus al lennegezh ur benveg a frankiz. Ober eus al lennegezh ur benveg da vont gant an amzer-dazont. Ober eus al lennegezh un arm stourm ouzh an amzer. An amzer hag a lonk ar vemor, ar sevenadurioù, an amzer hag a zistro ar gwirvoud war-du an hunvreoù. An amzer zo d’ar skrivagnerien koulskoude, an amzer marlonkus. Stourm ouzh an amzer, arm re efedus an ankounac’h. An ankounac’h zo diremed. Rivier, stêr, aven an amzer a oar charreat gouelezennoù hon istor...

    Lenn hiroc'h
  • Kronikenn 96: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (31)
    Kronikenn 96: AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (31)

    Talañ ouzh ar voger. Moger an dianav. Talañ ouzh un endro diaes. Moger an digompren. Moarvat eo se tonkad ar barzh ? Un tonkad bevet evel-se gant hon Roparz, bepred. 1933. Ur bloavezh a-bouez en e oberenn hag en e obererezh. Bloavezh embann e dorkad prederiadennoù, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, hag ivez bloavezh donedigezh e varzhoneg brudet, Pirc’hirin ar Mor. Ya, met pennad diwezhañ al levr zo eus 1929, er bloaz ma krogas da labourat war e varzhoneg…

    Lenn hiroc'h
Showing 1 to 6 of 6 (1 Pages)