Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Blog

  • Prizioù Frañs 3

    Prizioù Frañs 3 2014 e Pont-'n-Abad

    Les Prizioù à Pont-l'Abbé

     

    Priz al levr a faltazi 2014 zo aet gant Herve Gouedard evit e romant Paul Sérusier, ul livour e Breizh, embannet gant Al Liamm.

    Le Prix du livre de Fiction 2014 a été gagné par Herve Gouedard pour son roman Paul Sérusier, ul livour e Breizh, édité par Al Liamm.

     

     

  • 3 questions à Christian Troadec

    Cet article est paru dans Al Lanv n°131 - Février 2014. Abonnez-vous!

    Ha gellout a ra emsav ar Bonedoù Ruz bezañ, ouzhpenn un nerzh enebiñ, un nerzh sevel ?

    Evel m’o deus lavaret ha skrivet an arvesterien aketus abaoe an deroù ez eo bet an ekotaos ar goell en deus lakaet an toaz da c’hwezañ... Abaoe ar penn-kentañ, avat, edomp a-enep an taos direizh-se noazus ouzh armerzh Breizh. E miz C’hwevrer  1999 edon dija e manifestadeg ar Gravelle aozet gant oberourien armerzh Breizh evit sevel hor mouezhioù ouzh ar pezh a anved, da neuze, « taos Borloo ». N’edomp ket o vont da zegemer dindan an tu kleiz ar pezh a oa bet staliet gant an tu dehou ha nac’het ganeomp ! Ma’z eo direizh ul lezenn, pe da vihanañ, mar soñj deomp ez eo noazus ouzh Breizh, ne vern liv politikel ar gouarnamant. Mad Breizh a dremen da gentañ. Setu perak e oamp aet kengred diouzhtu gant FDSEA Penn-ar- Bed ha gant sindikadoù all pell-mat a-raok an darvoudoù grevus c’hoarvezet e Pont-ar-Veuzenn evit klask dispenn ar porched ekotaos etre Kemper ha Brest.
    Kerkent ha ma oa bet distrujet porched Gwiklan en hañv tremenet hor boa embannet ez foran edomp a-du gant an oberourien armerzhel war an teuliad-se. War-un-dro ez eus bet dispaket steuñvoù sokial a bouez er c’heleier (Gad, Doux, Marine Harvest...). Amañ, er vro, e Karaez hon eus kroget e-barzh start hag e oa deuet 6OO a dud en emvod kentañ evit klask aozañ ar stourm a-enep. Buan hon eus santet e c’helled strollañ ar stourmoù hag an aozadurioù hag en doare-se eo bet ganet ar stroll « Bevañ, divizout ha labourat e Breizh », dezhañ da c’her-stur emsevel evit an implij, evit Breizh hag evit an hentoù digoust e Breizh. Kejañ ouzh Thierry Merret a zo bet a bouez bras, a-dra-sur, hogen bez’ e oa en-dro d’an daol blenierien micherourien evel Nadine Hourmant a embregerezh Doux, Olivier ar Braz a embregerezh Gad, ha dileuridi a embregerezh Marine Harvest, kenwerzhourien, treuzdougerien, moraerien... berr-ha-berr dileuridi a gevredigezh Breizh ral o c’havout en ur ser, hogen mennet.

    N’eo ket neptu dibab ar gerioù, ennañ emañ ar respont d’ho koulenn. Diwar arc’hadurioù rummadoù tud eur deuet d’un arc’hadur politikeloc’h o kadarnaat e fell ivez d’ar stroll divizout er vro ha kaout ar binvioù ensavadurel ret evit klask reiñ lañs da armerzh Breizh. Setu perak ez eo ar ger-stur abaoe an deroù : implij, Breizh ha hentoù digoust. Evel-just eo deuet ar breudoù er c’helaouennoù war dachenn ar rannvroeladur, ar statud ispisial evit Breizh, ar gwir da vezañ disheñvel, adstaliañ an divizoù... o vezañ ma oa kement-se holl dija en hol luganioù hag hon titloù. Gant an Emglev evit Dazont Breizh kinniget gant Jean-Marc Ayrault ez eus bet dalc’het un tammig kont eus hor mennadoù, anat eo, pell emañ Yann diouzh e gazeg avat, ha ret e vo derc’hel da glezeiata er sizhunioù hag er mizioù da zont evit lakaat hor mennozhioù da drec’hiñ en Emglev-se hag, hep ket a var, en doare kentañ eus al lezenn war an digreizennañ. Goulennet ez eus bet ganeomp digant François Hollande dont da Vreizh da vreutaat ha da embann un adlañs nevez evit ar Rannvroeladur, ha bremañ eo bet embannet er gelaouenn Le Monde e c’hellfe dont da Vreizh hep dale. Ne vo ket evit tremen hebiou d’ar gaoz war an danvez ensavadurel re zister en Emglev evit Dazont Breizh, war ar galloudoù nevez goulennet gant Breizhiz, war an arc’hant... Er c’heñver-se e c’hellomp lavarout eta omp tremenet eus ul lankad enebiñ ha traken (ekotaos...) d’ul lankad nevez a sevel ur Vreizh kresket hegalloudoù. Koulskoude e chom kadarn ar c’hreñvlec’h jakobin ha pa emdrofe war an tu mat, ha buanoc’h eget ma kreder, ar speredoù er vro-mañ. Er stourm eo e teu emskiant d’an dud...

    Penaos didoueziañ etre ar Bonedoù Ruz ofisiel hag ar re en em servij eus an anv war internet, da skouer ?

    Diaes eo mirout ouzh an dud a ober ar pezh a garont war ar genrouedad ha setu perak ez eus bet staliet ganeomp ur skipailh e karg eus ar c’hehentiñ ofisiel war ar rouedadoù en anv ar stroll « Bevañ, divizout ha labourat e Breizh ». Skrivet ez eus bet ganeomp ivez ur garta a zisklêr « ez embannomp talvoudoù araokaat, kenskoazell, kenfiziañs ha denelouriezh. Emaomp a-enep d’ar gasoni ha da nac’hadur an nesañ ». E deroù an emsevel am eus embannet a vouezh uhel ha war ar groaz en holl vedia ar pezh a soñjan eus an FN : « ur poezon e vefe evit Breizh pa’z eo ar Bonedoù Ruz an enep-poezon ». Kloz e seblant bezañ ar gaoz-se. Bepred e vez klasket hor c’hlozañ en ur rummad pe hol louzañ, pa zirenkomp ar galloud staliet pe c’hoazh ar re ne soñjont ket ez eus reizh gant ar bobl ouzh en em aozañ. N’eo ket touellet Breizhiz na Breizhadezed, avat.

    Petra ’zo war ar stern gant ar Bonedoù Ruz, bremañ ?

    Sevel ar muiañ ar gwellañ a boellgorioù lec’hel dre Vreizh istorel a-bezh. Adkaserioù holldalvoudus e vint pa zeuio ar mare da gregiñ e-barzh. Ret eo en em astenn war Vreizh a-bezh hag evit kement-se ez eus ezhomm eus un tamm aozadur hag un tamm amzer. Emaomp o vont da zerc’hel d’en em gannañ evit al labour, evit Breizh hag evit an hentoù digoust e Breizh. Pedet on bet e Pariz e ministrerezh an difenn gant ar ministr, Jean-Yves le Drian, bet kadoriad kuzul-rannvro Breizh, evit kaozeal eus stad an traoù en hor bro hag eus ar gwellañ doare da zigabestrañ an energiezhioù evit adreiñ lañs da armerzh Breizh. Komzet hon eus kalz a rannvroeladur evel eus unan eus ar binvioù a c’hell adreiñ startijenn (sic) d’hor bro. Breutaet am eus evit ma vo skrivet ur bajennad nevez eus an digreizennadur a-stroll gant nerzhioù bev Breizh. N’eo ket tapet ar maout en a-raok ha ret eo d’an holl chom engouestlet er stourm...

    © Al Lanv 2014

  • Poésie: Bisigoù Mareñv

    BISIGOÙ MAREÑV

    Me zo bet o kantren 'hed ar girzhier,
    Oa bisigoù ouzh ar bizhier
    En istribilh strilh-distrilhet,
    Oa bisigoù ouzh ar bodoù a-strolladoù...
    -Kozh bravigoù, c'hoarielloù,
    Bazoulennoù kleier aner melen tener.-
    Ha 'm eus karget va godelloù
    Mac'hom 'giz ur c'hrouadur!
    Ur wech distro, skuizh o kantren,
    N'em eus kavet nemet poultrenn
    ...Ludu louet va flijadur!

    Reunan ar Mougn

    Barzhaz, kant barzhoneg berr, 1350-1953, Al Liamm 1953

  • Nouveau: Livres électroniques!

    Levrioù elektronek / Livres électroniques / Ebooks

     

    Tamm-ha-tamm e vo kavet levrioù elektronek e stumm epub war lec'hienn KaB, dreist-holl adembannadurioù levrioù kozh pe diviet en o stumm paper.

    Nevez war katalog an Alarc'h: Amañ ha du-hont gant Per an Intañv. 3€ hepken!

     

    Vous pourrez très bientôt accéder à des livres électroniques au format epub sur le site de KaB, principalement des rééditions de titres épuisés en version papier.

    Nouveau chez an Alarc'h : Amañ ha du-hont de Pierre Lintanf. 3€ seulement !

     

    Very soon you will find ebooks in epub format on KaB's website, mostly old or out of print books.

    New on an Alarc'h's catalogue: Amañ ha du-hont by Pierre Lintanf. Only 3€!

  • Bloavezh mat 2014!

    Eurvad, levenez
    Yec'hed ha furnezh
    Youl dir
    Ha buhez hir

     

    Anjela Duval

  • Poésie

     

    SKUB-DELIOÙ

     

    Krog int da ’n em ziwiskañ,
    Ar gwez-derv.
    Emaint o vont da gousket.
    Stumm skuizh o devoa
    Ur pennad zo,
    Ha morlivet o dremmoù.
    Bremañ ’wiskont o mantell noz,
    An iliav glas paket en-dro d’o c’horf.

    .....................

    Taolet ’deus o dilhad a-stlabez
    En-dro dezho.
    Ne reont ken a fed outo,
    Rak lakaet ’deus ober reoù nevez
    A-benn ma tihunint adarre
    En Nevez-Amzer.

    .....................

    An derv-gwenn avat, ’m eus aon,
    Zo gwall divi !
    Manet int kousket dilhad ha tout !

    Anjela Duval, Meurzh 1962
     

     

    © Kuzul ar Brezhoneg

    Kan an Douar

  • Catalogue de Noel!

    Le catalogue de Noël, Keleier an embann n°17, est arrivé: on y trouvera toutes les nouveautés ainsi qu'une sélection d'ouvrages à prix très réduits.

    Tarifs valables jusqu'au 31 janvier 2014. Paiement par chèque uniquement. Veuillez nous contacter pour les commandes depuis l'étranger.

  • Séance de dédicaces à Lannion

    D’ar Yaou 14 a viz Du, etre 10e30 ha 12e30
    Le jeudi 14 novembre, de 10h30 à 12h30

    ****

    Levrdi Gwalarn-Librairie Gwalarn
    15, straed an Dogerien/rue des Chapeliers
    22300 Lannuon/Lannion

    Herve Gouedard a zeuio da sinañ e romant nevez, Paul Sérusier, ul livour e Breizh, embannet gant Al Liamm.

    Hervé Gouedard présentera son nouveau roman, Paul Sérusier, ul livour e Breizh, édité par Al Liamm.

    http://www.brezhoneg.org/fr/livres/paul-s%C3%A9rusier-ul-livour-e-breizh

     

    Divi Kervella a ginnigo troidigezh Nikolazig (Le Petit Nicolas de Sempé et Goscinny) embannet
    gant IMAV éditions.

    Divi Kervella présentera sa traduction en breton du Petit Nicolas, Nikolazig, aux éditions IMAV.

     

  • Les auteurs présents au festival du livre de Carhaix

    Les 26 et 27 Octobre 2013

     

    Le festival du livre en Bretagne de Carhaix est une occasion unique de rencontrer nos différents auteurs et traducteurs.

    Sur le stand de Kuzul ar Brezhoneg vous pourrez faire dédicacer vos livres par :

     

    Écrivains

    Mich Beyer pour Azvent(roman)

    Yann Bijer pour Kan ma Bro (poésie)

    Yann Fulub Dupuy pour Milendall et Bizied Eva (romans)

    Michel Derrien pour Sidney Olcott (essai)

    Herve Gouedard pour Paul Sérusier, ul livour e Breizh (roman)

    Padrig an Habask pour Ar sailh hag ar bouteg (langue bretonne)

    Erwan Hupel pour Yudal (roman)

    Youenn Kervalan pour Ar Waremm Vras (roman)

     

    Traducteurs

    Kristian Braz pour Distro (théâtre) et A-ziwar logod ha tud (roman/John Steinbeck)

    Gérard Cornillet pour Lizher ur vaouez dianavez et Ar c’hoari-echedoù (romans/Stefan Zweig)

    Daniel Kernalegenn pour Devet ez vev (témoignage/Souad)

    Riwanon Kervella pour David Copperfield (roman/Charles Dickens)

    Serj Richard pour An dengasaour (théâtre/Molière)

     

    EN AVANT-PREMIÈRE !!!

    Nikolazig e brezhoneg (Le Petit Nicolas de René Goscinny illustré par Jean-Jacques Sempé) traduction Divi Kervella

     

    NOUVEAUTÉS 2013

    Mojennoù ar Marv, sélection de textes sur le thème de la mort

    Don Kic’hote, de Cervantes

    Skignet d’ar Seizh Avel, Xavier de Langlais/Langleiz

    Prederouriezh et Keal Doue war-lerc’h Auschwitz, Fañch Kerrain

    Mekanoskrid, de Manuel de Pedrolo

    Goude J.K., de Vasilis Aleksakis

    Groix, mon île, de Ange Yvon

     

    ************************

    Kuzul ar Brezhoneg

    14, Louzaouenn an Hañv

    22300 LANNUON

    plg : 02 96 48 03 00

    www.brezhoneg.org

Pages

S'abonner à Blog
trouducru