Nom de lieu
Embannet eo bet ar pennad-mañ e Hor Yezh niv 278 - Mezheven 2014.
L13. Un notennig bennak ouzhpenn diwar-benn ar Jentilez, anv un enezeg e Treger (gw. L7, niv. 276 hag L10 & L11, niv. 277)
Evit klokaat an danvez degaset e roan da c’houzout unan eus ar martezeadennoù degaset gant Gwennole ar Menn (1938-2009), dre gomz, e-tro ar bloavezhioù 2000. Kinnig a rae gwelet, er stumm Enezïoù (peder silabenn) — anv arall an enezeg —, an dibenn -ïoù, a gaver e mamm-ïoù, tad-ïoù, hag en un toullad brav a anvioù tud evel Gourioù, Kadioù, h.a. An elfenn -ïoù-se a dalvezfe un dra bennak evel “liammañ, unaniñ”, amañ gant ar ster « enezennoù hag a vefe liammet » d’an izelvor. Kement-se a zo gwir evit inizi bras ar c’hornaoueg dreist-holl (Bonno, Enez ar Breur hag Enez-Plat) ha kerreg hag a ya da heul evel Kostann. Ar re-mañ holl a ya d’ober ur pezh mell plateiz divoret d’an izelvor. N’eo ket ken gwir evit enezennoù ar reter (Melbann ha Riouzig). Met marteze e oa kont a-hend-all gwechall pa oa izeloc’h live ar mor, kement-mañ evit Melbann dreist-holl, hag a c’halle bezañ stag dre-se ouzh ar reoù all da zazre ar reverzhioù bras.
Enez ar Breur a vez roet a-wechoù evit “Île aux Moines”, an enez pennañ, roet evel « Jântilez » nemetken gant enklask Alan ar Berr en Annales hydrographiques (1973) [gwelet ar roll anvioù savet gant Gireg Konan en HYZH277/48 evit an enez-se]. Notennomp evelkent ez eus ur garreg anvet « ar Breur » en norzh da Vonno. N’eo ket meneget homañ en Annales hydrographiques met kavet e vez war gartenn ar Service Hydrographique et Océanographique de la Marine niv.7125P « Abords de Perros-Guirec Les Sept Îles de l’Île Grande à l’Île Balanec » (1995).
Divi gKervella