• Nevez
Geriaoueg Bigoudenn-Glazik
search
  • Geriaoueg Bigoudenn-Glazik

Geriaoueg Bigoudenn-Glazik

18,00 €
Taos ebet

Setu teñzor ar brezhoneg komzet e Kerne-Izel ! Rouez-tre eo bet saverien geriaouegoù o plediñ da vat gant brezhoneg mervent Breizh-Izel. Kantadoù a c’herioù n’int ket bet bet renablet anezho, kantadoù a droioù-lavar, a rimadelloù, doareoù fent ar gevredigezh a-wechall a zo chomet dianav-krenn. 
Dastumadennoù Yann Guillamot, bet enrollet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 pa oa birvidik ar yezh, a stank un toull bras en anaoudegezh hon eus eus hor yezh. Al levr-mañ ne vez ket implijet e-giz ur geriadur boutin met e-giz un eskemm gant ar vrezhonegerien a-vihanik, leun a fent, leun a deneridigezh, goapaus ha doujus war an dro, o veskañ brezhoneg tro ar c’hraou ha brezhoneg Sul. Ur benveg a bouez evit an holl re a faot dezhe roiñ gwrizioù d’o farlant.


Yann Guillamot (1949-2025), brezhoneger a-vihanik, en deus dastumet tro ar bloavezh 1970 degadoù a bennadoù-kaoz e Bro ar Vigoudenned (bro e vamm) hag e Bro ar C’hlaziged (bro e dad). Diwar-se en deus skrivet ar c’heriaoueg-mañ. Kalvez e oa eus e vicher ha kelenner war ar brezhoneg eo bet adalek 2010. Konter eus ar c’hentañ e oa ivez ha kinniget en deus deomp meur a levr a bouez ha meur a studiadenn en ur brezhoneg livet kaer.
Krouidigezh ar vaouez, Komz hag arz Breizhek, 1975
Straed ar sec’hedien ha koñchennoù all, Al Liamm, 2017
Ar vuhez diamzeriet ha marvailhoù all, Al Liamm, 2020

Niver

9782736801991

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Yann Guillamot
Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
532
Deiziad embann
2026
Yezhoù
Breton
Skignet gant
PLM Diffusion
Pouez (g)
1,145
Ment (cm)
19,0 X 24,6 X 3,2