• Nevez
Memor an Ankounac'h
search
  • Memor an Ankounac'h
  • Memor an Ankounac'h
  • Memor an Ankounac'h
  • Memor an Ankounac'h
  • Memor an Ankounac'h

Memor an Ankounac'h

10,00 €
Taos ebet

Girzhier, touflezioù, kerreg, morenn, kinvi o c’holeiñ ar vein… Digor-frank war ar vro karet eo barzhoniezh Herve Bihan, intret gant ar glav, lusket gant skrilhadeg an amprevaned, luskellet gant tonnoù ar mor. Dindan pluenn an aozer e teu an elfennoù-se, avat, da vezañ treuzskeudennoù, arouezioù eus an amzer o tremen, eus ar memor o steuziañ hag eus hor yezh kabestret. 
Sed aze ton pennañ al levr-mañ: melkoni c’hwek ha c’hwerv rak an traoù karet o vont da goll. Garmoù kounnar, c’hoarzhadennoù, bommoù taolet a-strew, a zeu da regiñ trumm lusk berr ar gwerzennoù, da hejañ a-frapadoù elevez dous an hiboud-se. 
Bez’ ez eus goanag o sevel koulskoude, ha pa vefe er c’hlemmvan, ha pa vefe a-vouezh izel. Rak gouzout a ra an aozer diouzh galloud didrouz ar gerioù, diouzh an arm dibar a zo eus ar varzhoniezh. En deñvalijenn e teu ar barzh da vezañ ur gedour, ur manac’h digenvez o tigejañ hon teñzorioù kuzh, un diouganer o c’hortoz an navet tonn da zont. Ha pep ger digantañ a gemer blaz an trec’h.
E fin al levr e vo kavet ivez pevar c’hronik liesseurt a denn d’ar varzhoniezh, ma’z eus anv eus Nolwenn Korbell, eus The Doors, eus “Kanenn ar C’hanennoù” hag eus ar Verbered.

Herve Bihan, skolveuriad, kelenner emeritus hiziv, en deus pledet kalz gant ar c’hrennvrezhoneg, e lennegezh hag e yezh, a-douez e enklaskoù. Kinnig a ra ivez danevelloù, lod anezhe bet bodet en torkad Traoù kouer (Al Liamm, 2011). Ar braz eus e skridoù lennegel a lenner er c’helaouennoù Al Liamm pe Al Lanv. An torkad barzhonegoù kentañ-mañ a ro da glevet ur vouezh o tont eus e greizon-kreiz hag hi awenet gant spered ar stourm hag an dalc’h.

Niver

9782958827021

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Herve Bihan
Tiez-embann
Barn ha Skrid
Pajennoù
94
Deiziad embann
2026
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
132
Ment (cm)
14,5 X 20,5 X 0,8