- Nevez

Peseurt doare lec’h eo Ti an Archeteklin ? Ul lec’h hud ma vezomp ennañ evel diavaezidi ha tremenidi ? Ul lec’h ma c’heller diskuizhañ, kemer kalon ha nerzh ha prederiañ sur-mat.
Nag an Archeteklin ? Ur boud dreist gwirvoud, un arc’houere pe un teuz ?
Hag ar barzh a ya kamm-digamm dre ar vro-se, « dizifenn dindan dalc’h e c’houlennoù donañ, e c’houlioù kuzhetañ, e erevent spouronusañ », evel ma lavar Magali Baron en he fennad-kinnig.
Ar varzhoniezh a c’hell bezañ evit ar barzh un emgav arvarus gantañ e-unan ha bez’ e c’hell bezañ ivez un emgav entanus gant ar yezh, gant barzhed arallvro evel Victor Jara, Blas de Otero, Sylvia Plath pe Alan Llwyd bet troet e brezhoneg gant an aozer, ha gant awen barzhed ar vro, evel Anjela Duval, Maodez Glanndour pe Roparz Hemon.
Fichenn deknikel