• Nevez
Al Liamm 475
search
  • Al Liamm 475

Al Liamm 475

7,00 €
Taos ebet

Avelioù a bep liv, a bep tu, a bep nerzh… Avel hon memor a zo kinniget deomp gant Herve Bihan. Gwenola Kerrain, a welomp hec’h anv evit ar wech kentañ, he deus savet ur varzhonegig :  An heson.

Ur ganaouenn eo Eñvorennoù Turlough O’Carolan, tonkad un telenner dall donezonet kaer, kanet gant Thierry Châtel.

Da-heul e teu peder danevell, skrivet gant pevar faotr. Gwern Haleg gant Kristian Braz, un ti war ar maez, e gwerzh :  ha prenet e vo ? Ha gant piv ? Soñj mat en deus dalc’het Erik Pennanec’h bezañ bet e ti An diskonter, brudet mat evit pareañ an deñvadennoù, ar flemmadennoù. Un nozvezh e ti Olier en em gav Heike, Anna hag Olier, hag an teodoù o vont en-dro. Koun Anjela Duval a chom bev atav, evel e istor Riwal Huon Deizlevr ur chaoker soñjoù, Meurzh-Ebrel.

Setu ni kaset da zDulenn, e 1925, gant Goulc’han Kervella gant ur pezh-c’hoari, displeget e 8 diviz, anvet Distro Anjela.

Er rann an Dielloù e tastumer Bleunioù goañv ur briñsad gant Paskal Tabuteau, bet dedennet gant ar goañv a lavarer emañ o klouaraat betek re. 

Div studiadenn a-feson a zo da lenn : Enez an Henbasianted, gant Iwan Couée ha Diougant Ezekiel gant Yann-Bêr Kalloc’h, pe geneteg ar skridoù lennegel, gant Herve Bihan.

Hag en Heklev Sevenadurel e adkaver evel bewech : A-dreuz lenn, Petra nevez ? hag An Notennoù.

Niver

KE-AL-0475

Fichenn deknikel

Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
122
Deiziad embann
2026
Yezhoù
Breton
Niverenn (Kelaouenn)
475
Pouez (g)
173
Ment (cm)
13,5 X 21,0 X 0,8