- Nouveau
Avelioù a bep liv, a bep tu, a bep nerzh… Avel hon memor a zo kinniget deomp gant Herve Bihan. Gwenola Kerrain, a welomp hec’h anv evit ar wech kentañ, he deus savet ur varzhonegig : An heson.
Ur ganaouenn eo Eñvorennoù Turlough O’Carolan, tonkad un telenner dall donezonet kaer, kanet gant Thierry Châtel.
Da-heul e teu peder danevell, skrivet gant pevar faotr. Gwern Haleg gant Kristian Braz, un ti war ar maez, e gwerzh : ha prenet e vo ? Ha gant piv ? Soñj mat en deus dalc’het Erik Pennanec’h bezañ bet e ti An diskonter, brudet mat evit pareañ an deñvadennoù, ar flemmadennoù. Un nozvezh e ti Olier en em gav Heike, Anna hag Olier, hag an teodoù o vont en-dro. Koun Anjela Duval a chom bev atav, evel e istor Riwal Huon Deizlevr ur chaoker soñjoù, Meurzh-Ebrel.
Setu ni kaset da zDulenn, e 1925, gant Goulc’han Kervella gant ur pezh-c’hoari, displeget e 8 diviz, anvet Distro Anjela.
Er rann an Dielloù e tastumer Bleunioù goañv ur briñsad gant Paskal Tabuteau, bet dedennet gant ar goañv a lavarer emañ o klouaraat betek re.
Div studiadenn a-feson a zo da lenn : Enez an Henbasianted, gant Iwan Couée ha Diougant Ezekiel gant Yann-Bêr Kalloc’h, pe geneteg ar skridoù lennegel, gant Herve Bihan.
Hag en Heklev Sevenadurel e adkaver evel bewech : A-dreuz lenn, Petra nevez ? hag An Notennoù.
Fiche technique