• Nevez
Al Liamm 470
search
  • Al Liamm 470

Al Liamm 470

7,00 €
Taos ebet

Gant an amzer gaer o tont e ranker mont gant Herve Bihan trema ar gouelec’h, e Gramadeg ar gouelec’h, kounaat Deizioù laouen e Pornizh gant R.J. Kernoa, anez disoñjal eo koulz ar bokedoù-laezh, an troioù-heol hag hini ar garantez e kompagnunezh Gwendal Le Ruyet en e varzhoneg C’hwi, a vil bleuenn.

E-touez an danevelloù ez eus lod ho talc’ho dihun pell e-pad an noz evel Biz ha biz gant Jerom Olivry pe ho kaso war hent Menez Mikael gant Christelle Chevalier-Gaté, hag ober anaoudegezh gant Ar vaouez a lorc’haj diardoù. Betek ar Vro-Bagan en amzer gozh ez aio al lenner gant   Kerlouan, miz Gwengolo 1792, gant Luc Morvan.

Bep bloaz ec’h embann Al Liamm an danevelloù bet priziet da-geñver kenstrivadeg danevelloù Ti ar Vro Kemper.  Skridoù an tri loread kentañ a c’heller lenn en dro-mañ : Nemo gant Alan Dipode, Sterenn-ar-Mor gant David ar Gall, hag Ar valumetaerez gant Iwan Couée.

Erwan Hupel en deus studiet al liamm a zo etre ar Bretonezed hag ar Vretoned gant o jardin, ul lec’h ma ranker plantañ legumaj hag ivez baradoz an amourousted evel-just.

Daou bennad a zo gouestlet da Ronan al Louarn, aet da Anaon nevez zo.

Kinnig a reomp ivez eil lodenn pennad Youenn Kaloneg diwar-benn Ar Sevenadurioù hag an Hin. Emaomp e Aten ha Roma en dro-mañ.

Echuiñ a ra an niver gant al lodennoù boaz : A-dreuz lenn, Petra nevez ? hag an Notennoù.

Peadra da zistanañ, kemer lusk an hañv dindan an heol splann!

Niver

KE-AL-0470

Fichenn deknikel

Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
108
Deiziad embann
2025
Yezhoù
Breton
Niverenn (Kelaouenn)
470
Pouez (g)
157
Ment (cm)
13,5 X 21,0 X 0,7