- Nouveau

Gant an amzer gaer o tont e ranker mont gant Herve Bihan trema ar gouelec’h, e Gramadeg ar gouelec’h, kounaat Deizioù laouen e Pornizh gant R.J. Kernoa, anez disoñjal eo koulz ar bokedoù-laezh, an troioù-heol hag hini ar garantez e kompagnunezh Gwendal Le Ruyet en e varzhoneg C’hwi, a vil bleuenn.
E-touez an danevelloù ez eus lod ho talc’ho dihun pell e-pad an noz evel Biz ha biz gant Jerom Olivry pe ho kaso war hent Menez Mikael gant Christelle Chevalier-Gaté, hag ober anaoudegezh gant Ar vaouez a lorc’haj diardoù. Betek ar Vro-Bagan en amzer gozh ez aio al lenner gant Kerlouan, miz Gwengolo 1792, gant Luc Morvan.
Bep bloaz ec’h embann Al Liamm an danevelloù bet priziet da-geñver kenstrivadeg danevelloù Ti ar Vro Kemper. Skridoù an tri loread kentañ a c’heller lenn en dro-mañ : Nemo gant Alan Dipode, Sterenn-ar-Mor gant David ar Gall, hag Ar valumetaerez gant Iwan Couée.
Erwan Hupel en deus studiet al liamm a zo etre ar Bretonezed hag ar Vretoned gant o jardin, ul lec’h ma ranker plantañ legumaj hag ivez baradoz an amourousted evel-just.
Daou bennad a zo gouestlet da Ronan al Louarn, aet da Anaon nevez zo.
Kinnig a reomp ivez eil lodenn pennad Youenn Kaloneg diwar-benn Ar Sevenadurioù hag an Hin. Emaomp e Aten ha Roma en dro-mañ.
Echuiñ a ra an niver gant al lodennoù boaz : A-dreuz lenn, Petra nevez ? hag an Notennoù.
Peadra da zistanañ, kemer lusk an hañv dindan an heol splann!
Fiche technique