Danevelloù evit ur bloaz
search
  • Danevelloù evit ur bloaz

Danevelloù evit ur bloaz

9,00 €
Taos ebet

Brudet eo Pirandello (1867–1936) dreist-holl evit e bezhioù-c’hoari, nebeutoc’h evit e zanevelloù, hag int puilh koulskoude.“Bep Sul vintin on boas da zegemer tudennoù ma danevelloù... Hag alies e c’hoarvez ganin en em gavout e kompagnunezh fall,” setu ar pezh a anzav Pirandello e-unan.Piv eo neuze tudennoù an 247 danevell en deus skrivet diwar an 365 a oa gantañ ouzh ar stern, unan evit pep devezh eus ar bloaz ? Dreist-holl tud o tont eus Kaos, kêriadenn c’henidik ar skrivagner, e kreisteiz Sisilia : micherourien ar mengleuzioù soufr, tudjentil war an diskar, maouezed gwasket gant ar relijion hag ar brizhkredennoù ; met ivez tud eus Roma, pe Sisilianed harluet er Stadoù-Unanet.An avanturioù farsus pe poanius bevet gant pep hini anezho a ziskouez mat tonkadur mab-den ; tudennoù liesseurt o fersonelezhioù int, tud hag a oar ober goap ouzh ar vuhez, gouzañv ar boan, ar follentez hag an digenvez ha chom bamet dirak kened ar bed.Priz Nobel al Lennegezh a oa aet e 1934 gant Pirandello.

Niver

9782868631701

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Luigi Pirandello
Troerien
Aline Gleoneg
Tiez-embann
Mouladurioù Hor Yezh
Pajennoù
138
Deiziad embann
2014
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
191
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 1,1