Tem ar marv en oberennoù Per Denez
search
  • Tem ar marv en oberennoù Per Denez

Tem ar marv en oberennoù Per Denez

12,00 €
Taos ebet
Un oberenn lennegel a c'heller teurel outi ur sell hollek, diwar-nij, pe glask mont don dezhi dre riboulioù da sontañ he diazezoù unan-heg-unan. Unan a'r re-mañ eo tem ar marv en oberennoù Per Denez hag ouzh e studiañ e weler e ro skor da galzik eus e zanevelloù hag eus e romantoù. Daoust d'ar resiz ez eo dodenn al labour-mañ e taol ur sklêrijenn ledan war oberenn Pêr Denez Penn-da-benn.

Ganet eo bet Jacqueline Gibson er Baol. Goude studioù war ar saozneg e Skol-Veur Naoned ez eo bet o labourat en Alamagn (Düsseldorf) hag o kelenn e Bro-Saoz (Londrez). Embannet he deus hentennoù da zeskiñ galleg ha pennadoù e kelaouennoù brezhoneg ha kembraeg.
Niver

9782868631299

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Jacqueline Gibson
Tiez-embann
Mouladurioù Hor Yezh
Pajennoù
102
Deiziad embann
2001
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
245
Ment (cm)
24,0 X 16,0 X 0,8