Un oberenn lennegel a c'heller teurel outi ur sell hollek, diwar-nij, pe glask mont don dezhi dre riboulioù da sontañ he diazezoù unan-heg-unan. Unan a'r re-mañ eo tem ar marv en oberennoù Per Denez hag ouzh e studiañ e weler e ro skor da galzik eus e zanevelloù hag eus e romantoù. Daoust d'ar resiz ez eo dodenn al labour-mañ e taol ur sklêrijenn ledan war oberenn Pêr Denez Penn-da-benn. Ganet eo bet Jacqueline Gibson er Baol. Goude studioù war ar saozneg e Skol-Veur Naoned ez eo bet o labourat en Alamagn (Düsseldorf) hag o kelenn e Bro-Saoz (Londrez). Embannet he deus hentennoù da zeskiñ galleg ha pennadoù e kelaouennoù brezhoneg ha kembraeg.