Gwerz Fañch
search
  • Gwerz Fañch

Gwerz Fañch

4,00 €
Taos ebet
Setu, war-lerc’h an dastumadoù "Redek a rin keit" ha "Parkadoù sivi da viken", an trede dastumad kanaouennoù embannet gant Sav-Heol.Meur a hini zo bet awenet gant darvoudoù warlene, ha « Gwerz Fañch » gant ar bugel na blij ket e anv d’al lezenn c’hall, « Son an amann » gant ur meuz a-bouez, hag « Anna ha Johanna » gant maerez Naoned, « Son Bécassine » gant ur vatezh hag a blij d’ar C’hallaoued.Ouzhpenn e vo kavet un doare nevez da « Son ar chistr », istor « Teñzor an enez », diwallet gant an aerouant, « Leskildri », awenet gant Compay Segundo, ha troidigezhioù eus kanaouennoù brudet : « Ar c’hourser meur » ha re all. Teir c’hanaouenn troet diwar Brassens, unan anezho da enoriñ merc’hed Brest, un dornad rimadelloù...
Niver

9791090456341

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Mark Kerrain
Tiez-embann
Sav-Heol
Pajennoù
64
Deiziad embann
2018
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
97
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 0,5