• Nevez
Tan
search
  • Tan
  • Tan
  • Tan
  • Tan

Tan

11,00 €
Taos ebet

E penn uhelañ an torgennoù glas, lec’h ma vez goloet ar menezioù gant latar er beurevezhioù disafar, eo kludet ar gêriadennig anvet Sakamch’en. 
En tu all d’ar mogerioù savet gant pri ha delioù pin e lugern kalon an dud : an tan, K’ok’. E kreizig-kreiz e flammennoù e tañs eñvorennoù e bobl.

An istor-se a zo bet skrivet gant pevar dorn hag e div yezh : ar brezhoneg hag an tsotsil-maya, ur yezh e-touez an 68 yezh henvroat a zo e bro v-Mec’hiko. E brezhoneg eo bet skrivet gant Maelenn Bernard, hag e tsotsil-maya gant Martina Díaz Pérez, he deus rannet en ur skrivañ al levr-mañ ul lodenn eus he buhez : he bugaleaj en ur gêriadennig e Chiapas a vez graet San Andrés Larráinzar anezhi hiriv an deiz. 
« An tec’h » a vez komzet dioutañ el levr a zo ur prantad eus an Istor pa rankas, er bloavezh 1994, ul lodenn eus ar gumuniezh kuzhat e-pad ur bloavezh evit achap diouzh gwaskerezh ar Stad a-enep ar zapatisted.
Pediñ a reomp ac’hanoc’h da zont d’ober anaoudegezh gant K’ok’, an tan, e tsotsil-maya ; diwall a ra ar gumuniezh ha gouzout a ra hec’h istor.
Ar raktres-mañ a zo bet harpet gant ar gevredigezh Strollad La Obra abaoe an deroù, evit sevel asambles ganeomp pontoù etre ar yezhoù ha sevenadurioù minorel.

Niver

9782916745695

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Maelenn Bernard
Martína Díaz Pérez
Skeudennaouerien
Anna Duval-Guennoc
Tiez-embann
Al Lanv
Pajennoù
30
Deiziad embann
2026
Yezhoù
Breton
Tsotsil-maya
Skignet gant
PLM Diffusion
Pouez (g)
184
Ment (cm)
21,0 X 29,0 X 0,4