- Nevez
Darempredoù don a zo etre Breizh ha Kernev-Veur, pa’z eo ar c’herneveg ar yezh keltiek tostañ d’ar brezhoneg. Al levr divyezhek-mañ a venn adkavout al liammoù bet skoulmet da vare Gwalarn, ha lakaat ar vrezhonegerien da dañva al lennegezh kernevek en he yezh orin.
Da gentañ penn e tegas soñj an aozer eus al labour vras bet sevenet gant Gwalarn, hag e stroll pennadoù Roparz Hemon a denn d’ar c’herneveg, testennoù troet ha kinniget gantañ, pe frazennoù da zeskiñ dre ar brezhoneg.
Da-c’houde e laka war-wel arroudennoù eus al lennegezh krenngernevek, a zo « c’hoar » d’al lennegezh krennvrezhonek, diouzh ali Herve Bihan : barzhonegoù hir ha pezhioù-c’hoari gwerzennaouennet, o tennañ d’ar relijion ha da vojennoù an Daol-Grenn.
Erfin e ro un alberz eus lennegezh an Dasorc’h kernevek, eus an oberourien vrasañ, hag eus istor ar yezh. Barzhoniezh, fent… un dudi eo diskoachañ awen liesseurt ar c’herneveg modern.
Hep mar e kav tonkadur ar c’herneveg (e steuziadur, e dasorc’h, kudenn an doareoù-skrivañ…) un heklev e plegenn hor yezh-ni. Salv ma talvezo al levr-mañ da skoulmañ darempredoù etre hor yezhoù ha da deurel ur sklêrijenn dic’hortoz war o amzer-da-zont.
Fichenn deknikel