Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

An estren

Auteur(s): 

Traduction en breton de l'Étranger d'Albert Camus.

Charreet e oa bet ur mouchig-avel tev ha gor gant ar mor. Doare a oa bet d’an oabl digeriñ war e hed da lezel tan d’ober. Stegn-holl e oan deuet da vezañ ha me ha krizañ ma dorn war ar revolver. C’hwitet he doa ar bluenn, touchet em boa korf lintret ar fust hag aze e oa deraouet pep tra, en trouz-se, krenn ha bouzarus war un dro. Un hej am boa graet d’ar c’hwezenn ha d’an heol. Komprenet ganin em boa kaset plaen an deiz war e gemend-all, sioulder dibar un aod ma oan bet eürus. Neuze em boa tennet peder gwech c’hoazh war ur c’horf divuhez ma sanke an tennoù hep ober van. Hag e oa evel pevar zaol berr stoket ganin ouzh dor ar gwalleur.

Maison d'édition: 
ISBN: 
978-2-955154-10-6
Année de publication: 
2016
Nombre de pages: 
104
Dimensions: 
12x19
Traducteur: 
Langue(s) du produit: 
10,00 €