Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Le Président (Nelson Mandela) et la poète (Ingrid Jonker)

Le Président (Nelson Mandela) et la poète (Ingrid Jonker)

Un article de Johan HELLINX a-propos d'un poème d'ingrid Jonker en Afrikaans lu par Nelson Mandela en 1994.

"Petra ’ra an nen pa rank lakaat an amzer da dremen pa vez kaset d’an toull-bac’h e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù ? Penaos mont dezhi evit chom hep kavout hir e amzer ? Setu amañ ur goulenn pouezus graet sur ha serten gant Nelson Mandela, pa voe toullbac’het e Robbeneiland e 1964. Soñjal a ra din ez eo anavezet mat istor Mandela gant lennerien Al Liamm : enebour an apartheid anezhañ, e oa bet harzhet ha toullbac’het betek fin e vuhez tost da vat. Alvokad a-vicher, Mandela a zifenne gwirioù ar re zu hag emezelet en doa en ANC e 1944, a-gevret gant e geneil Oliver Tambo. Stourm taer a rae an ANC ouzh politikerezh an apartheid. Chom a ra prizoniad e toull-bac’h Robbeneiland betek 1982. Met kement-se ne dalvez ket eo dibrizoniet diouzhtu : kemm a ra toull-bac’h meur a wech c’hoazh. E 1990 hepken e voe dieubet. Forzh penaos, tremen a ra ouzhpenn 25 bloaz e toulloù-bac’h Suafrika. Kemm a ra dazont e vro, avat, a-dal ar mare ma voe dieubet. Diskaret e oa bet an apartheid hag e miz C’hwevrer 1994 e oa bet aozet an dilennadegoù demokratel kentañ. D’an oad 75 bloaz e teuas Mandela da vezañ prezidant Suafrika.

E 1964 e oa neuze ret-mat da Vandela kavout peadra da lakaat an amzer da dremen buanoc’h ha dreist-holl en ur mod speredekoc’h. Petra ober en toull-bac’h ? Klask dreistbevañ da gentañ, a soñj din... Kalet e oa ar vuhez pemdeziek evit ar brizonidi bolitikel, dreist-holl evit ar re zu o c’hroc’hen. Ne vefe morse torret nerzh ha youl Mandela en toull-bac’h. Nac’h a rae da skouer lavarout « baas » (mestr) d’e ziwallerien. Met ne nac’he ket mont e darempred ganto en o yezh, an (...)"

L'article complet est à lire dans Al Liamm n°402.

Abonnez-vous!

http://www.alliamm.com/

Category: 
trouducru