Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Nevez-amzer ar varzhed

Nevez-amzer ar varzhed

«Nevez-amzer ar varzhed» - REOLIADUR AR C'HOÑKOUR BARZHONIEZH

digor betek an 20 a viz C’hwevrer 2021

Digor eo ar c'honkour barzhoniezh aozet gant Mediaoueg Plistin d'an holl e Frañs a-bezh, ha tri rummad divyezhek a zo ennañ : "yaouank", "tud deuet" ha 'tud a vicher", e galleg pe e brezhoneg. Kasit ho parzhonegoù, bizskrivet pe dornskrivet, ur bajennad A4 a hirder dezhe d'ar muiañ, o plediñ dre ret gant an dodenn lakaet er bloaz-mañ gant «Nevez-amzer ar varzhed»: Ar c‘hoant
Gant ar barzhonegoù e vo lakaet daveoù ha oad ar gonkourerien, ha kaset e vefont dre bostel da mediatheque@plestinlesgreves.com pe, a-hend-all, dre lizher post da«Nevez-amzer ar varzhed» - Mediaoueg-plasenn Auvelais - 22310 PLISTIN peotramant c'hoazh laosket war-blas.
Darempred 02 96 35 60 42 pe mediatheque@plestinlesgreves.com
Kemer perzh er c'honkour a zo evit mann hag a dalvez bezañ a-du gant embannadur nanngopret an oberennoù gant ar Vediaoueg, ispisial en dastumad barzhonegoù a vo embannet goude ar c'honkourha kavet da amprestiñ e mediaoueg Plistin. « Reiñ ar prizioù » a vo graet d'ar gwener 19 a viz Meurzh da 6e d'abardaez e Sal An Dour Meur e Plistin. Ar re ac'h ay ar prizioù 1añ gante a vo profet dezhe ur goumanant ur bloaz da vediaoueg Plistin, pe plasoù evit arvestoù e Sal An Dour Meur, pe plasoù e sinema An Douron. An holl genstriverien a vo aze en deiz-se a resevo levrioù.

«Pebezh nec’h don, pebezh c’hoant da gaout un dra all, Estreget ur vro, ur pennad amzer, ur vuhez, Pebezh c’hoant, marteze temzoù-ene all...» A estlamme Fernando Pessoa indan maskl Álvaro de Campos. E portugaleg ivez e vezer liammet ouzh ar stered gant ar c’hoant. Rak an «dezir»-se zo kouezhet war-eeun eus ar stered hag ar c’heuzioù latin: eus sidus, sideris e teu desiderare. Evel un oabl o lintrañ gant an ezvezañsoù. Evel un mell dedenn bras n’haller ket bevañ hepañ. Ur c’hoant kozh-douar, biskoazh diskoulmet, biskoazh torret, biskoazh sevenet. (...) setu erru Nevez-amzer ar C’hoant. (...) Eus ar peurrivin, a gas betek netra an Nirvana, betek c’hoant diziwezh Eros. Eus ar gwall c’hoant da gaout dudi kaer (...) betek ar c’hoant bevañ bresk ha sioul-sibouron (...) Eus Philippe Desportes, a felle dezhañ bezañ renet gant ar c’hoant dispont nemetken, betek spleen santimantel Alain Souchon, en deus lakaet diskanoù hag eñvorennoù en hon fennoù: Mon premier c’est Désir...Eus Kantik ar c’hantikoù betek c’hoantoù diskiantet an trede milved-mañ en arvar, pep tra a chom war gorre ar gerioù. Ha krediñ asambles, en e greizon donañ.»
Sophie Nauleau, Renerez arzel «Nevez-amzer ar varzhed»