Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Blog - Category: No name

  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 1 : KAZH HA KAZH ZO !

    Adalek an niverenn-mañ eus ar c’heleier e vo kinniget deoc’h un tamm kronikenn vrezhoneg. Bep sizhun, n’eo ket sur ! Met ingal a-walc’h memes tra.
    Trugarez da Janine Troadeg evit bezañ kinniget dimp plas er c’heloioù. Kement-mañ a ziskouez e vez kemeret ar brezhoneg e kont gant ti-kêr an Trevoù.
    Bezañ’vo eus ur gronikenn o pleal gant a-bep seurt traoù, tro-dro d’an Trevoù, evel just, met ivez tro-dro da Dreger, pe da Vreizh pe d’ar bed holl, kement hag ober !
    Ar gronikenn a c’hallo bezañ sevenadurel, lennegel, pe war traoù simpl buhez ar pemdez... hervez an degouezh.
    Evel just e vefomp laouen o kaout ho soñj. Ha mar degouezh ganeoc’h kaout ar c’hoant da ginnig ur gronikenn ivez, kasit keloù. Digor eo an traoù.
    E fin pep pennad e vo kavet levrioù pe pennadoù da lenn (gant al liammoù internet mar be tu). Un doare da gaout an troidigezhioù hag ivez da vont pelloc’h ganti !

    Herve Bihan

    Evit lenn ar pennad en e bezh:

    Category: 
  • Ar c'hadig

  • Bloavezh mat

  • Book signing at the book festival Gouel al Levrioù

  • Kejadenn gant herve ar Beg

  • Baleadenn lennegel

    DIGOR D'AN HOLL HA DIGOUST
    Kejadenn gant Anna Duval & Loeiza An Duigou, a ginnigo o oberenn voutin "Tan de'i", bet skrivet ha treset e-kerzh ur chomadenn e tour-tan Roc'h-Gored. Aozet gant Al Liamm, an embanner hag IPPA.

    D'ar Sadorn 25/03/23 :
    D'an deiz-se e teuio er-maez al levr kaer-mañ. Ha pedet e vo an neb a gar da gejañ gant Loeiza an Duigou hag Anna Duval-Guennoc kement ha gant skipailh Al Liamm pe an IPPA war al lec'h ken kaer all ma oant bet o labourat asambles. Emgav da 2e goude-merenn war Parkva Sant-Kava e Plougerne evit mont war-droad betek an enezennig ha dizoloiñ al lec'h bamus-se. N'eus ket ezhomm lakaat e anv en a-raok ha digoust eo an abadenn. Tu 'vo prenañ al levr ha lakaat ar skrivagnerez hag an arzourez da sinañ ho skouerenn! 
    Ar raktres orin :
    C'hoant en doa skipailh Al Liamm da vroudañ tud yaouank da skrivañ evit tud yaouank. E 2020 e oa bet krouet an dastumad "ZH", romantoù evit krennarded ha tud gour-yaouank. Daou romant a oa bet embannet en dastumad-se. Ouzhpenn-se e kave dezhe e oa dister grad ar grouerien e brezhoneg. Ne vez ket sikouret kalzik o labour. Setu perak en deus soñjet skipailh Al Liamm pediñ ur skrivagnerez hag un dresourez da labourat asambles war ul levr a gavfe e blas en dastumad-se e-pad div pe deir sizhun er chomadenn gentañ e brezhoneg penn-da-benn.

    Al lec'h :
    C'hoant en doa skipailh Al Liamm da gavout ul lec'h divoutin evit pediñ an div arzourez. Aet e oamp e darempred gant ar gevredigezh IPPA (Îles et Phares du Pays des Abers). Ar re-se a zo kustum da zegemer arzourien a bep seurt hag a bep bro en tour-tan meret gante war Roc'h-Gored, e-kichen Plougerne. Un enezennig vihan eo ha tu zo da vont eno war-droad pa vez izel ar mor. Degemeret eo bet Loeiza an Duigou hag Anna Duval-Guennoc etre an 23/01/22 hag an 12/02/22 (ken mat e oant du-se ha dieub al lec'h ma oant chomet ur sizhunvezh ouzhpenn ar pezh a oa bet raktreset!). Laouen-tre e oa kevredigezh an IPPA da zegemer brezhonegerien en o zour-tan hag ul labour a-feson eo bet kaset da benn gant an div arzourez daoust d'ar vuhez start en tour-tan e-kerzh mizioù yen ar bloaz!

    Al levr :
    "Tan De'i" a zo titl al levr skrivet gant Loeiza an Duigou ha skeudennaouet gant Anna Duval-Guennoc. Istor krennarded o vevañ en ur gêr e-kreiz ar c'hoadoù. Ar "Gêr-Uzin"-se a zo meret gant perc'henn an embregerezh alumetez anvet Tan De'i. En em gavout a reomp amañ e-kerzh un emgann a-gozh etre an embregerezh (ar gounidoù, ar sentidigezh dall) hag ar c'hoad (gouez ha disuj). Ar grennarded-se a zo un dra dibar enne: gallout a reont en em dreuzfeurmiñ e loened zo. Setu neuze istor ur broc'h, ur c'hazh-koad hag ur bleiz o terc'hel penn d'an embregerezh, lonker koad anezhañ, pa n'eo ket buhez an dud a vez aberzet war aoter ar Gounid. Ret e vo dezhe kavout hent an asant hag ar vignoniezh evit gallout dont a-benn da lakaat un termen da raktresoù teñval an aotrou Pyro.

     

     

  • Standoù Kuzul ar brezhoneg

    D'ar 5 a viz Meurzh er Releg-Kerhuon:

     

    D'an 23 a viz Meurzh e Landerne:

Pages