Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Blog - Category: No name

  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 7 : GWERZIOÙ : ISTOR, FEULSTER, KARANTEZ HA MEMOR (1)

    Ar gwerzioù zo unan eus merkoù bras hon lennegezh dre gomz (gant ar c’hontadennoù, ar c'hrennlavaroù, etc) (...)

    Evit lenn ar pennad en e bezh:

    Category: 
  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 6 : AMZER, BRAGOÙ GLAS, LUC’HED, KOUMOUL, RADIO HA SIMFONIENN ZAHO

    Herie bremañ en deus sant Erwan gwisket e vragoù glas, da lâret eo eo digoc’henn an amzer ! (...)

    Evit lenn ar pennad en e bezh:

    Category: 
  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 5 : KÊR-IZ EN TREGER (2)

    N’haller ket komz eus Kêr-Iz hep komz eus tudennoù brudet mat, unan bennak anezhe anavezet mat en Trevoù evel a welfomp (...)

    Evit lenn ar pennad en e bezh:

    Category: 
  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 4 : KÊR-IZ EN TREGER (1)

    Ma zo ur vojenn – pe ur mit (gwengel e brezhoneg chik) eme lod – eo hini Kêr-Iz. Bezañ eo mojenn vrudet ar c’hêrioù beuzet gant ar mor. Ar vojenn zo anavezet e pep lec’h war an arvor e kornôg Europa : bezañ eo roud ar mor oc’h uhelaat d’ar c’houlz, pell-pell zo, ma oa ar skorn bras o teuziñ, o vont dadour. Ur mare na oa ket ganet tud-iou-gozh ma zud-iou-gozh evit c’hoazh ! (...)

    Evit lenn ar pennad en e bezh:

     

    Category: 
  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 3 : AR MORU

    Ma zo ur pesk en devo merket sevenadur ar vro eo ar moru sec’h ha sall. Memor ar vro zo leun a veajoù hir ha kalet ar baotred yaouank, pe goshoc’h a-boan, aet da vorueta war-du ar morioù yen, war-du an Douar-Nevez pe an Island. Buhezioù spontus... Lod na retornent ket d’ar gêr, lonket ma oant bet gant ar mor yen-sklas didruez. Lod a retorne mogn, kamm, ampechet. Piv a c’hallfe gouzañv kement en dez a herie (...)

    Category: 
  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 2 : GWRAC’HED HA GWRAC’HED ZO !

    Pa vez anv eus gwrac’hed e teu meur a dra da spered an dud. Ar besketourien a soñjo diouzhtu en ur pesk. Ar begoù lipous a soñjo er memes pesk, mat da debriñ. Bezañ e ranker goût poazhat ar wrac’h avat ! Poazhet er forn eo mat-tre, kredit ac’hanon (...)

    Evit lenn ar pennad en e bezh:

    Category: 
  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 1 : KAZH HA KAZH ZO !

    Adalek an niverenn-mañ eus ar c’heleier e vo kinniget deoc’h un tamm kronikenn vrezhoneg. Bep sizhun, n’eo ket sur ! Met ingal a-walc’h memes tra.
    Trugarez da Janine Troadeg evit bezañ kinniget dimp plas er c’heloioù. Kement-mañ a ziskouez e vez kemeret ar brezhoneg e kont gant ti-kêr an Trevoù.
    Bezañ’vo eus ur gronikenn o pleal gant a-bep seurt traoù, tro-dro d’an Trevoù, evel just, met ivez tro-dro da Dreger, pe da Vreizh pe d’ar bed holl, kement hag ober !
    Ar gronikenn a c’hallo bezañ sevenadurel, lennegel, pe war traoù simpl buhez ar pemdez... hervez an degouezh.
    Evel just e vefomp laouen o kaout ho soñj. Ha mar degouezh ganeoc’h kaout ar c’hoant da ginnig ur gronikenn ivez, kasit keloù. Digor eo an traoù.
    E fin pep pennad e vo kavet levrioù pe pennadoù da lenn (gant al liammoù internet mar be tu). Un doare da gaout an troidigezhioù hag ivez da vont pelloc’h ganti !

    Herve Bihan

    Evit lenn ar pennad en e bezh:

    Category: 
  • Ar c'hadig

  • Bloavezh mat

Pages