Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Skridoù (eñvorennoù ha barzhonegoù)

Skrivet gant: 

Gant ar Skridoù-mañ e c’hello al lenner ober anaoudegezh gant Eñvorennoù oad gour ar skrivagner: penaos e voe bevet ar Brezel-Bed kentañ gant tud e vro c’henidik – Pleiben ha tro-war-dro –, ha gantañ e-unan pa oa-eñ troet dija gant e yezh hag e vro; an etre daou vrezel ma reas anaoudegezh gant an Emsav ha ma labouras evit ar yezh gant Breuriezh ar brezhoneg er skolioù; ha bloavezhioù an eil Brezel-Bed ken start evit ar Vretoned. Diembann e oa manet ar braz eus barzhonegoù Yeun ar Gow. Adkavout a reer enno e garantez evit e vro hag e yezh, e breder gant ar feiz hag an Emsav. Gwelout a ray al lenner ez eo liammet e varzhonegoù gant an darvoudoù bet bevet gantañ ha dezrevellet en e Eñvorennoù. Konter, daneveller, troer ha barzh eo bet tro-ha-tro Yeun ar Gow (1897-1966). Anavezet ha brudet eo evit e vrezhoneg pinvidik hag asur, liv yezh Kernev warnañ met graet evit plijadur an holl lennerien.

Ti-embann: 
ISBN: 
2-910699-42-0
Bloaz: 
2000
Niver a bajennoù: 
163
Ment: 
14,8 x 21
Skignet gant: 
Hor Yezh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
10,00 €