Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Na fur na foll

Skrivet gant: 

Ur plac’h oc’h en em gavout en un tren, hep gouzout ken da belec’h emañ o vont; ur paotr o weladenniñ ur c’hastell, desachet a-greiz-holl gant ur riboul kuzh; paotr-al-lizhiri o tiskoachañ korfoù tud eus an noblañs lazhet en un doare rukunus ha droch; un den krignet gant an hiraezh d’un enezenn gevrinus: holl dudennoù an danevelloù-mañ a wel islonk ar faltazi o tigeriñ e-kreiz ar gwirvoud, ha ton enkrezus ar gwallhunvre oc’h en em silañ en o buhez.
A-hed an eizh danevell en em gaver war ar vevenn etre daou ved: hini ar gwirvoud kement hag hini an hunvre, hini ar re vev hag hini an Anaon, hini ar poell hag hini an touell. C’hoari a ra ar skrivagnerez oc’h eilpennañ urzh an darvoudoù hag o lakaat al lenner da gantreal en ur milendall a-zoare.
Anavezet mat eo Mich Beyer evit he romantoù (en o zouez
Etrezek an enez, Kan ar mein, Troiad en ifern, An dilastezer, Anna Skolan). He dastumad danevelloù kentañ eo Na fur na foll.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-38190-012-4
Bloaz: 
2021
Niver a bajennoù: 
94
Ment: 
12x19
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
9,00 €
trouducru